24/05
2e1/2 g-m | 14h30

Prezegenn | Conférence
Ti ar Vro Kemper
3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous
Galleg | Français

Prezegenn gant Jean-Jacques Monnier
Conférence avec Jean-Jacques Monnier

 

ISTOR AR C’HREIZENNAÑ E BRO FRAÑS

… da betra a zo pennkaoz d’ar mareoù reuz e Breizh

 

Jean-Jacques Monnier a zo pedet gant Ti ar Vro Kemper da geñver ur brezegenn a zo he anv « ISTOR AR C’HREIZENNAÑ E BRO FRAÑS … da betra a zo pennkaoz d’ar mareoù reuz e Breizh ».

« N’eo ket ar roudoù eus pinvidigezhioù en amzer dremenet a vank e Breizh, e Breizh Izel da nebeutañ. Testeni a zo eus kement-se gant ar batisoù relijiel pe gant ar re all.

Pezh eo, diwar-lerc’h an XVIII vet kantved e oa bet diskar ingal war an oadvezh aour-se betek ma oa rannet Breizh d’ober departamantoù, ha neuze, gwelet honnezh evel ur vro baour e penn kentañ an XX vet kantved. Se a zo gwir dreist-holl e Kreiz Breizh, e-lec’h ma eo aet kuit an div drederenn eus ar boblañs , pe muioc’h zoken, a-hed an XX vet kantved. Kement all a zo gwir ivez evit un tamm mat a rannvroioù, pell eus Pariz, kreizenn bolitikel hag ekonomikel, lonket ganti ingal ul lodenn vat eus pinvidigezhioù ar rannvroioù a-ziwar he zro.

Jean-Jacques Monnier, graet ar studi-se gantañ, a zo o paouez lakat embann istor ar c’hreizennañ, e stumm div levrenn. Boulc’het e oa bet hennezh gant ar rouaned ha kendalc’het gant ar republik. Start e oa bet e efedoù war Vreizh, dreist-holl er c’hornôg, ken ma vihanaas he foblañs da vezañ kement hag hini an Alpoù-Uhel ! Graet e vo gantañ an diverrad eus an istor-se, ha war an dro e vo gwelet pere eo an abegoù a skorn hor servijoù publik hag a zo anezho un ampech evit ar vro sevel he fenn adarre. Ar reuz-se a zo anavezet mat gant ar sokologourien hag ar re a studi ar boblañs, hep ma vefe laket, avat, hentoù d’en em dennañ e-maez eus an « Droug gall », ha se abaoe ouzhpenn 50 vloaz. Ur gaozeadenn a vo diwar-benn an doareoù fetis a vefe da bareañ anezhañ. »

An oberour :

Jean-Jacques Monnier a zo istorour ha douaroniour, doktor Stad. Goude dezhañ kelenn dre vicher en eil derez hag en deskadurezh uhel emañ bremañ da vat gant e holl amzer o voutinañ an istor rannvroel (hini Breizh dreist-holl) hag an istor dre vras, en ur labourat gant ar c’hleweled, en ur skrivañ hag en ur genaozañ pennadoù ha levrioù istor evit a bep seurt tud, hiziv an deiz, war kresk an digempouez a derouer da derouer. Labouret en deus war dachenn Vreizh abaoe meur a zegad bloavezhioù ha kemeret en deus perzh en un hanter kant bennak a levrioù diazez. Abaoe 20 vloaz emañ o rannañ gouiziegezhioù ha n’eus ket anezho er skolioù, se, dre ar mediaoù dre glev ha dre wel, er radio, en tele ha filmoù gant ar sevenour Olivier Caillebot. Met er wech-mañ eo dre ziv oberenn, 450 pajennad en holl, e vez kontet gantañ istor Bro Frañs en ur mod all, un istor gwelet a-ziwar-dro ha n’eo ket eus he c’hreizenn bolitikel dezhi.

***

HISTOIRE DE LA CENTRALISATION FRANÇAISE

… aux origines des crises bretonnes

 

Ti ar Vro Kemper invite l’historien Jean-Jacques Monnier pour une conférence intitulée « HISTOIRE DE LA CENTRALISATION FRANÇAISE … aux origines des crises bretonnes ».

« Les signes de grande richesse passée ne manquent pas dans toute la Bretagne, notamment occidentale. En témoignent de nombreux édifices religieux et civils.

Mais depuis le XVIIIe siècle, cette prospérité proverbiale n’a cessé de diminuer jusqu’à ce que la Bretagne, divisée en départements, soit considérée au début du XXe siècle comme une région pauvre, tout particulièrement le centre Bretagne dont la population va baisser des 2/3 et plus au cours du XXe siècle. C’est vrai pour bien d’autres régions françaises, loin de Paris, centre politique et économique qui vampirise les régions, d’autant plus qu’elles sont périphériques.

Jean-Jacques Monnier, auteur de cette analyse, vient de publier en 2 volumes cet historique de la centralisation, commencée sous la monarchie, continuée sous la République, avec ses conséquences lourdes sur la Bretagne, surtout à l’Ouest, dont la population est tombée au niveau de celle des hautes Alpes ! Il nous livrera durant sa présentation un résumé de cette historique en montrant les raisons qui mettent à mal nos services publics et handicapent notre développement. Le phénomène est bien étudié par les sociologues et les démographes, mais sans que se dessinent des perspectives pour sortir du « Mal français », constaté depuis plus de 50 ans. Le débat portera sur les solutions concrètes à y apporter. »

L’auteur :

Jean-Jacques Monnier est historien et géographe, docteur d’État. Après une carrière dans le secondaire et le supérieur, il se consacre à plein temps à la vulgarisation de l’histoire régionale, (notamment bretonne) et générale à travers l’audio-visuel, la rédaction et la coordination d’articles et d’ouvrages d’histoire à destination de publics variés, actuellement centrés sur le creusement des inégalités territoriales. Il a travaillé sur le terrain breton pendant plusieurs décennies, participant à une cinquantaine d’ouvrages de référence. Depuis deux décennies, il s’efforce de vulgariser ces connaissances que l’école ne diffuse pas à travers l’audiovisuel, la radio, la télévision et les films en équipe avec le réalisateur Olivier Caillebot. Mais cette fois, c’est à travers deux ouvrages qui totalisent 450 pages qu’il nous raconte l’histoire de France autrement, vue des périphéries et non de son centre politique.