Labourat e brezhoneg

Travailler en breton 

Gant Arsellva implij ar yezhoù Ofis publik ar brezhoneg ez eus bet graet un enklask e 2022 (an hini kentañ a oa bet graet e 2006), evit muzuliañ plas ar varregezh « brezhoneg » war marc’had al labour. En em astenn a ra an enklask-se war bemp departamant (Penn-ar-Bed, Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel).

An darn vrasañ eus ar micherioù-se a denn d’an deskadurezh publik pe prevez (tost da 81 %), koulz ha da gennadoù all evel ar mediaoù, ar sevenadur,  arzoù an arvestoù, ar greanterezh, an artizanerezh, ar c’henwerzh, merañ ar frammoù hag ar c’hevredigezhioù (renerezh

 Sekretourva kontouriezh…) pe c’hoazh evit ar yec’hed hag ar servijoù d’an dud. Poulloù nevez zo da gaout e gennad ar vugaligoù e darempred gant krouidigezh lec’hioù degemer divyezhek evit ar vugaligoù.

1 850 post-labour KILA renablet e 2022 warno brezhonegerien evit implijoù a c’houlenn gouzout ar yezh da vat. War-dro 550 post-labour ouzhpenn a gonter e 2022 da lavaret eo ur c’hresk etre 42 ha 44% en ur ober 10 vloaz. E Penn-ar-Bed e kaver an hanter eus an implijoù (war-dro 900 implij).

Kadarnaet eo gant an enklask e kresk buan bed al labour e brezhoneg.

L’Observatoire des Pratiques Linguistiques de l’Office Public de la Langue Bretonne a effectué une enquête en 2022 (première enquête en 2006) pour mesurer la place de la compétence « langue bretonne » sur le marché du travail. Cette enquête s’étend sur cinq départements (Finistère, Morbihan, Côtes-d’Armor, Ille-et-Vilaine et Loire-Atlantique).

La plupart de ces métiers ont trait à l’enseignement public ou privé (près de 81%) ainsi qu’à d’autres secteurs tels que les médias, la culture, les arts du spectacle, l’industrie, l’artisanat, le commerce, la gestion de structures et d’associations (direction, secrétariat, comptabilité…) ou encore à la santé et aux services à la personne. De nouveaux postes sont à pourvoir dans le secteur de la petite enfance, en lien avec la création de lieux d’accueil bilingues pour les tout-petits.

En 2022, on dénombre environ 550 emplois de plus, soit une progression de près de 42% en l’espace de 10 ans. Le Finistère concentre à lui seul la moitié des emplois (environ 900 emplois).

L’enquête confirme que le monde du travail en langue bretonne croît rapidement.

Titouroù | Sources : Office Public de la Langue Bretonne

Kinnigoù labour e brezhoneg

Offres d’emploi en breton 

Pe en em ginnig / Ou Candidature spontanée