Fest-noz « Noz Kalon » 

Nuit de la culture bretonne 

Bep hañv e vez laket emgav gant Ti ar Vro Kemper d’an dud a gar sevenadur Breizh evit un darvoud deuet da vezañ brudet : ar fest-noz « Noz Kalon ». 

Kinniget e veze gwechall el lec’h istorel, Liorzhoù an Eskopti e Kemper hag aozet e vez bremañ e kumun Ploveilh. 

Ouzhpenn un nozvezh da zañsal eo ar fest-noz bras-se : ur gwir lid da identelezh Kerne eo, el lec’h ma kej danvez an terouer ouzh ar vignoniezh. 

Pal kentañ an « Noz Kalon » eo reiñ ton da binvidigezh sonerezh ha dañsoù Su Kerne en ur lakaat pevar c’horn-bro arouezel eus Kerne-Izel war wel :

  • Ar Vro Vigoudenn
  • Bro Glazig
  • Bro an Aven
  • Ar C’hab Sizun

Evit se e vez bodet bep bloaz gant Ti ar Vro Kemper sonerezed, sonerien, kanerezed ha kanerien vrudet.

 Koubladoù hep o far a zeu lerc’h-ouzh-lerc’h war al leurenn, e-pad un nozvezh a-bezh da ginnig ur mare bev a vuzik eus ar c’hentañ, d’an dañserezed ha d’an danserien, re nevez pe re gant skiant prenet.

 « Noz Kalon », a zo anezhi feson un nozvezh plijadurus, enni kalon Su Kerne o lammat diouzh lusk he hengounioù bev-buhezek.

Chaque été, Ti ar Vro Kemper donne rendez-vous aux amoureux de la culture bretonne pour un événement devenu incontournable : le fest-noz « Noz Kalon ».

   Autrefois proposé dans le cadre historique des Jardins de l’Évêché à Quimper, il est maintenant organisé sur la commune de Plomelin.  Ce grand fest-noz est bien plus qu’une simple soirée dansante, c’est une véritable célébration de l’identité cornouaillaise où patrimoine et convivialité se rencontrent.

   La vocation première de la « Noz Kalon » est de valoriser la richesse musicale et dansée du Sud Cornouaille en mettant à l’honneur quatre terroirs emblématiques de la Basse-Cornouaille :

  • Le Pays Bigouden
  • Le Pays Glazig
  • Le Pays de l’Aven
  • Le Cap Sizun

Pour ce faire, Ti ar Vro Kemper réunit à chaque édition des sonneuses, sonneurs, musiciennes, musiciens, chanteuses et chanteurs de renom. Des duos d’exception se succèdent sur scène durant toute une soirée pour offrir aux danseuses et danseurs, débutants comme confirmés, une expérience musicale de haute volée.

   La « Noz Kalon », c’est la promesse d’une nuit festive où le cœur du Sud Cornouaille bat au rythme de ses traditions vivantes.

Skritelloù

Affiches 

Fotoioù 

Les photos

Videoioù

Vidéos

Adkavit an holl videoioù war hor pajenn Youtube !

Retrouvez toutes les vidéos sur notre page Youtube !