Kenleur Penn-ar-Bed a unan hag a gas sevenadur Breizh war-raok dre obererezhioù liesseurt ha dre vont war-zu arvesterien liesseurt.
Kevredad Kenleur Penn-ar-Bed zo un aozadur hep pal kenwerzhel (hervez lezenn c’hall 1901) deuet diwar vodañ daou gevread.
Unvaniñ ar c’helc’hioù keltiek hag atalieroù dañs Breizh e Penn-ar-Bed eo e bal pennañ. Kas a ra war-raok, an dañs, an dilhad hengounel, ar brezhoneg, ar c’han, ar sonerezh, ha traoù all eus sevenadur Breizh.
Aozañ a ra darvoudoù evel atalieroù, festoù-noz (festoù-noz hengounel Breizh), kenstrivadegoù, hag abadennoù evit an holl arvesterien.
Eizh ezel a zo e kuzul-merañ ar C’hevredad. Pevar den a zo gopret gant ar C’hevredad : ur renerez, daou animatour sevenadurel, hag ur sekretourez/kontourez.
E Kemper emañ ar burev pennañ. Er C’hevredad e kaver 35 kelc’h keltiek ha 14 atalier dañs pe strollad bugale. 5 ezel hiniennel zo ivez.
Kenleur Penn-ar-Bed fédère et promeut la culture bretonne à travers des activités variées et des interventions auprès de divers publics.
La Fédération Kenleur Penn-ar-Bed est une association loi 1901 issue de la fusion de deux fédérations. Son objectif principal est de fédérer les cercles celtiques et ateliers de danse bretonne dans le Finistère.
Elle valorise la danse, le patrimoine vestimentaire, la langue bretonne, le chant, la musique et d’autres aspects de la culture bretonne. Elle organise des événements tels que des stages, des festoù-noz, des concours et des spectacles pour tous les publics.
Le bureau de la Fédération est composé de 8 membres. La Fédération compte 4 salariés : une responsable de structure, deux animateurs culturels et une animatrice-secrétaire-comptable.
Le siège social est situé à Quimper. La Fédération regroupe 35 cercles celtiques et 14 ateliers de danse ou groupes d’enfants. Elle compte également 5 adhérents individuels.
Mederien Penharz, Staliet e karter Penharz, a zo 67 vloaz hag ez eus war-dro 100 ezel anezhañ.
Rannet eo ar c’helc’h etre peder lodenn : Strollad Leurenn (kenstrivadegoù), Dudi (deskiñ), Bugale ha Sonerien.
Kannaded Bro C’hlazig int. Lakaat a reont ar gwiskamantoù hengounel lec’hel war wel hag e kinnigont un danvez rouanez bep bloaz evit titl Rouanez Kerne.
Evit o arvest 2025, « Les Mederien vous racontent… », loreet eo bet gant ur vedalenn aour e Kement Tu (Labeladur Kenleur) Pont-‘n-Abad d’an 12/07/2025.
Basé dans le quartier de Penhars, le groupe a 67 ans d’existence et compte environ 100 membres.
Il se divise en quatre sections : Groupe Scénique (compétition), Loisir (apprentissage), Enfants et Musiciens.
Ambassadeurs du pays Glazik, ils mettent en valeur les costumes traditionnels locaux et présentent chaque année une candidate au titre de Reine de Cornouaille.
Leur spectacle 2025, « Les Mederien vous racontent… », a été récompensé par une médaille d’or au KEMENT TU (Labélisation Kenleur) de Pont l’abbé le 12/07/2025.
Krouet eo bet Danserien Kemper e fin 1992 en Erge-Vihan (Kemper). Ezel eo eus kevredad Kenleur Penn Ar Bed hag eus kevredad Kenleur. Fellout a ra da Danserien Kemper treuzkas ul lodenn bennañ eus sevenadur Breizh : an dañs hengounel.
Gwisket e vez gant ar strollad dilhad hengounel Bro Glazig, unan eus ar 66 giz anavezet e Breizh.Tud deuet, krennarded, bugale, ambrouget gant sonerien, a ginnig abadennoù dañs kempennet diwar re lies seurt broioù eus Breizh.
An abadennoù hag an arvestoù a lak ar c’helc’h-mañ da vont dre Breizh a-bezh, Bro-C’hall, hag d’an estrenvro, da gouelioù ha lidoù lec’hel.
Le Cercle Danserien Kemper est né fin 1992, à Ergué Armel (Quimper). Il adhère à la fédération Kenleur Penn Ar Bed et à la confédération Kenleur. Les Danserien Kemper ont pour objet de transmettre un des éléments de la culture bretonne : la danse traditionnelle.
Le cercle porte le costume traditionnel du pays Glazig, l’une des 66 guises recensées en Bretagne.
Les adultes, les adolescents et les enfants, accompagnés par les musiciens, offrent des spectacles chorégraphiques construits à partir des différents terroirs de Bretagne.
Les spectacles ou les animations les amènent partout en Bretagne, en France, à l’étranger, dans les festivals et les fêtes locales.
Kelc’h keltiek Korriganed Ar Meilhoù Glas zo anezhañ abaoe miz Gwengolo 2000. Krouet e oa bet da gentañ evit ar vugale vihan, ha bremañ ez eus war-dro tri-ugent ezel ennañ.
An dañserien a ya d’ober ar c’helc’h hiziv an deiz, rannet eo etre ur strollad bugale, ur strollad krennarded, ur strollad kenstrivadegoù hag ur strollad dudi, hag ivez izili oberiant ha tud a-youl vat.
Stag emañ ouzh Kengevread War’l Leur abaoe 2001 ha Kenleur abaoe 2021, da-heul unvaniezh ar c’hevreadoù, e talc’has ar c’helc’h e blas en eil rummad e-pad meur a vloaz. Kement-se a zo ur brouenn eus e vuhezegezh hag eus e engouestl e-keñver sevenadur Breizh.
E 2025 eo bet paeet al labour start : emañ pignet ar c’helc’h betek ar rummad kentañ !
Le cercle celtique Korriganed Ar Meilhoù Glas, les Korrigans du Moulin Vert, de Quimper existe depuis septembre 2000.
Créé à l’origine pour de jeunes enfants, le cercle compte aujourd’hui une soixantaine de membres.
Le cercle se compose actuellement de danseurs, répartis dans un groupe enfants, un groupe adolescent, un groupe concours et un groupe loisir, de membres actifs et de bénévoles.
Affilié à la Confédération War’l Leur depuis 2001 et Kenleur depuis 2021, suite à la fusion des confédérations, le cercle s’est maintenu pendant des années en seconde catégorie. Une preuve de sa vitalité et de son implication dans la culture bretonne.
En 2025, le travail a porté ses fruits : le cercle monte en première catégorie !
Eostiged ar Stangala a zo ur strollad dañs awenet gant dañsoù a-gozh Breizh hag staliet eo e Kemper.
Krouet e 1948 e Kerfeunteun, ar strollad a zo bet en diaraog evit an arvestoù dañsoù Breizh, o vezañ ar c’hentañ o lakaat anezho war al leurenn ha goude-se ar c’hentañ c’hoazh o kempenn anezho evit ar c’hoariva dre ar straedoù.
Kelc’h keltiek Kemper a zo un ezel diazezer eus kevread Kenleur, gounezet gantañ Kampionad Broadel Dañs Breizh dre 17 gwech, n’eus ket gwelloc’h.
Eostiged ar Stangala (les Rossignols du Stangala en breton) est un ensemble de danse d’inspiration traditionnelle bretonne basé à Quimper (Finistère).
Créé en 1948 à Kerfeunteun, l’ensemble a été un précurseur des spectacles de danse bretonne, en étant le premier à la transposer sur scène, puis à nouveau le premier à la transposer en spectacle de Théâtre de rue.
Le cercle celtique quimpérois est un membre fondateur de la confédération Kenleur , dont il a gagné à 17 reprises le Championnat national de la danse bretonne, un record.