Kan da zañsal, kan-ha-diskan, kan-ha-respont, gwerzioù, sonioù, kanaouennoù ouzh taol pe da selaou, ha me ‘oar c’hoazh… Kalzig-kalz a stummoù hag a vodoù disheñvel a vez deus ar c’han breton, e brezhoneg pe e gallaoueg evel-just, met e galleg ivez.
Gant ar stal kan-mañ, kaset da benn gant Armel an Hejer, unan deus brudetañ kanerien Breizh (Ozan Trio, Deus ‘Ta, Joa, Sa[ƒ]aR, Birinig Express…), ho po tro da gaout un tañva deus kan Breizh. En ur zeskiñ sonioù boutin, anavezet pe anavezetoc’h, e vo digarez ivez da welet un tamm deus distagadur ar yezh kanet, pa ouifec’h brezhoneg pe ne rafec’h ket.
Hag evit a re a oar un tamm muioc’h deus ar mod da ganañ e vo tro da vont donoc’h ennañ a-benn dont da vezañ gouest da ganañ ho unan en ur gemer plijadur o kanañ asambles gant kanerien all !
Titouroù : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
Chant à danser, kan-ha-diskan, kan-ha-respont, gwerzioù, sonioù, chansons de table ou à écouter, et bien d’autres encore, le chant traditionnel breton, en langues bretonne ou galèse bien sûr mais aussi en français, montre une très grande variété de styles et de pratiques.
Animé par Armel an Héjer, chanteur bien connu de la scène bretonne (Ozan Trio, Deus ‘Ta, Joa, Sa[ƒ]aR, Birinig Express…), cet atelier se propose de vous faire découvrir les différents aspects du chant breton. L’apprentissage de chansons issues d’un répertoire commun (connues et moins connues) sera aussi l’occasion d’aborder quelques points de prononciation du breton chanté, que vous soyez brittophone ou non.
Et pour ceux qui ont déjà une certaine connaissance du chant breton, ce sera l’occasion d’approfondir progressivement ces connaissances afin de pouvoir être autonome dans leur pratique tout en partageant ce plaisir avec d’autres chanteurs !
Renseignements : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh