Sonerion Penn ar Bed eo kevread-departamant ar bagadoù hag ar sonerien daou-ha-daou. Stag eo ouzh ar c’hevread broadel Bodadeg ar Sonerion a zo e bal talvoudekaat sonerezh Breizh.
Lakaat e gelennadurezh da dalvezout dre bleustriñ a-stroll e-barzh ar bagadoù izili pe evel koublad sonerien
Brudañ ha diorren sonerezh Breizh dre ar skignañ hag an embann.
Aozañ a ra ivez abadennoù pedagogel evit he izili, en ur reiñ an tu da lakaat sonerezh Breizh war wel e-touez an dud dre vras.
E miz Mae : Gouel Sonerion Penn ar Bed e Kemper.
E miz Mezheven : Emgavioù Menez-Meur en Hañveg.
E miz Du : Bombardoù e Gogo e Brieg.
E Kerzu : Binioù-bras e Kemper.
Sonerion Penn Ar Bed, est la fédération départementale des bagadoù et des sonneurs de couple.
Elle est rattachée à la fédération nationale « Bodadeg Ar Sonerion », qui a pour objectif la valorisation de la musique bretonne.
Mise en œuvre de son enseignement par la pratique collective au sein des bagadoù adhérents ou en tant que couple de sonneurs.
Promotion et développement de la musique bretonne au travers de la diffusion et de l’édition.
Elle est aussi organisatrice d’évènements à but pédagogique pour ses adhérents, tout en permettant la mise en valeur de la musique bretonne auprès d’un large public.
En Mai : Gouel Sonerion Penn ar Bed à Quimper.
En Juin : Les rencontres de Menez-Meur à Hanvec.
En Novembre : Bombardes à Gogo à Briec.
En Décembre : Cornemuses à Quimper.
Krouet e dibenn ar bloavezhioù 1940 e Kemper diwar un hêrezh pinvidik a sonerezh eus pep korn bro e Breizh, ar gevredigezh a zo enni pevar strollad sonerezh : Bagad Kemper (1añ rummad), Bagad Glazik Kemper (3de), Bagadig (5vet), hag ur bagad stummañ. Rannet eo ar sonerien etre peder lodenn : binioù, bombardoù, batrioù, ha taboulinoù.
Anavezet mat eo ar bagad-se er vro a-drugarez d’e 23 titl Kampionad Breizh. Seniñ a reont e gouelioù niverus evel er Gouel an Erer Kozh, Gouel etrekeltiek an Oriant, ha Gouelioù Kerne.
Créé à la fin des années 40 à Quimper en Bretagne, héritier du riche patrimoine musical des différents terroirs bretons, l’association regroupe quatre ensembles musicaux : le Bagad Kemper (1ère catégorie), le Bagad Glazik Kemper (3ème), le Bagadig (5ème), ainsi qu’un bagad école. Les musiciens sont répartis en 4 pupitres : cornemuses, bombardes, batteries et percussions.
Ce bagad est bien connu dans la région grâce à leurs 23 titres de champion de Bretagne. Ils arpentent de nombreux festivals comme les Vieilles Charrues, le Festival interceltique de Lorient ou encore le Festival de Cornouaille.
Krouet e 1951 e karter ar Meilhoù Glas, emañ Bagad Ar Meilhoù Glas e-touez ar vegenn eus ar bagadoù breizhat (1añ rummad) abaoe 30 vloaz.
Gant e 60 soner ha 32 vloaz e geidenn oad yaouank e lak ar strollad sonerezh Breizh da dregerniñ war leurennoù brasañ ar bed : eus Gouel etrekeltiek an Oriant da ouel Sant Padrig mil vrudet e New-York.
Créé en 1951 dans le quartier du Moulin Vert, le Bagad Ar Meilhoù Glaz évolue parmi l’élite des bagadoù (1ère catégorie) depuis près de 30 ans. Fort de 60 musiciens à la moyenne d’âge jeune (32 ans), le groupe fait rayonner la musique bretonne sur les plus grandes scènes : du Festival Interceltique de Lorient jusqu’à la mythique Saint-Patrick de New York.
Krouet e 1973, e vodas, da neuze, ar Bagad des Anciens (Bagad ar baotred kozh) sonerien eus strolladoù a bep seurt, dezho ur pal boutin, mirout eñvor an tonioù hengounel. A-hed an amzer he deus ar gefridi zibar-se roet tro d’ar bagad da vezañ an hini nemetañ o kerzhout war donioù evel « La Marche de Cadoudal » pe « La Marche Glazik », a zegas kement a eñvorennoù d’an arvesterien.
Koulskoude, n’eo ket deuet ar bagad da vezañ serr warnañ e-unan ha seniñ a ra ivez tonioù tennet eus ar renabloù keltiek, en o zouez an « Amazing Grace » hengounel ha pezhioù anavezet nebeutoc’h met karget a fromoù evel « Hector the Hero ».
Fondé en 1973, le bagad des Anciens rassembla alors des sonneurs issus de diverses formations qui s’étaient donnés pour objectif de préserver la mémoire des airs traditionnels. Au fil du temps, cette mission originale a permis à ce bagad d’être aujourd’hui le seul à défiler sur des airs tels « La Marche de Cadoudal » ou « La Marche Glazik » qui éveillent chez les spectateurs tant de souvenirs.
Le bagad ne s’est pas pour autant replié sur lui-même et propose aussi des airs puisés dans le répertoire celte, avec le traditionnel « Amazing Grace » ou des morceaux moins connus mais chargés d’émotion tel « Hector the Hero ».
Bagad an Erge-Vihan zo ur strollad sonerezh hengounel Breizh savet e 1954.Etre 1979 ha 2014 e oa ar bagad en 3de rummad e kampionad broadel ar bagadoù.
Er gevredigezh ez eus ur skol sonerezh, ar skolidi a c’hall mont e-barzh ar bagad goude un nebeud bloavezhioù pleustriñ, ha neuze kemer perzh gantañ er c’henstrivadegoù 4re rummad.
Le bagad d’Ergué-Armel est une formation traditionnelle de musique bretonne fondée en 1954. Entre 1979 et 2014, le bagad évolue en 3e catégorie du championnat national des bagadoù. L’association comprend une école de musique, les élèves pouvant intégrer le bagad après quelques années de pratique et participer aux concours de 4e catégorie.
Bagad Penharz, savet e 1985, a zalc’h gant an hengoun sonerezh breizhek gant entan hag un doare rik. Ennañ e vez bodet sonerien a bep oad gant binvioù arouezek eus Breizh.
Ar bagad a zo e gefridi degas pinvidigezh sonerezh hengounel Breizh en ur lakaat anezhi da glotañ gant kizidigezhioù hiziv an deiz. Diskouez a ra hor sonadegoù hag hor festivalioù ar c’hoant bras-se da genlodañ hor sevenadur.
Fondé en 1985, le Bagad Penhars perpétue la tradition musicale bretonne avec passion et authenticité. L’ensemble réunit des musiciens de tous âges autour des instruments emblématiques de Bretagne.
Le bagad a pour mission de transmettre la richesse de la musique traditionnelle bretonne tout en l’adaptant aux sensibilités contemporaines. Leurs concerts et festivals témoignent de cette volonté de partage culturel.