19/06
9e noz | 21h

C'hoariva | Théâtre
Sal An Dachenn Wenn – Ti an Holl Penharz (Kemper)
Salle Le Terrain Blanc – Maison Pour Tous de Penhars (Quimper)
39 Boulevard de Bretagne 29000 Quimper | Kemper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
7€ - Digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz | Gratuit pour les moins de 12 ans
Brezhoneg | Breton

C’hoariva e brezhoneg
Théâtre en breton

Traezh Gwaremm

« Un draezhenn er C’hap…

Netra boutin da Diego, an didalve echu, da Vefa, maouez yaouank nevez erru e bro he zud-you kozh, da Gwenn, ar c’hwiperez, da Lanig, ar retredad yaouank merc’hetaer, da Taleg « archer » an draezhenn na da Fiona, pimpatrom an douristez skañvbenn !

Netra nemet an draezhenn-mañ ma vezont ingal. Ha setu ma teuint da gejañ an eil ouzh egile ha da zaremprediñ an eil egile dre gaer pe dre heg, hep diroudañ morse diwar hent o flanedenn.

Betek ur barr arnev spontus ma krozo ha ma koeñvo ar mor. Neuze e cheñcho an traoù da-vat, marteze e rankint en em lakaat a-unan…

Kaset ha degaset e voc’h etre farouellerezh, drama, faltazi rik, ha goulennoù bras eus hon amzer-ni : an divroerien, tanijenn war ar blanedenn, an endro gwallgaset… »

Ar pezh-c’hoari-se a zo bet savet gant komedianed Tro-didro diwar ur mennozh gant Yann-Fulub Dupuy, peurskrivet ha leurennet gant Yann-Fulub Dupuy.

« Ar wech-man ez eus bet fellet deomp chench penn d’ar vazh ha mont diwar al leurenn d’ar skrid ha sevel ar pezh c’hoari a damm da damm diwar primc’hoariadennou war un tem lakaet : hini un draezhenn a-zoug ar pevar c’houlz-bloaz ha kejadennou dic’hortoz en aod. »


* War al leurenn : Loig Coquet, Camille Diquelou, Marine Gloaguen, Bernez Kere, Ninnog Latimier, Tomaz L’Epineguen, Maria del Mar Martin Fernandez.

* Leurennadur : Germain Rolandeau

* Gouleier : Egareg Kervella

* Ar strollad : Savet eo bet ar strollad Tro-didro e 2007 gant Nigel Hollidge ha Yann Fulub Dupuy. Bez eo Tro-didro ur gompagnunezh “daoubennek”: ur framm a-vicher da grouin arvestou c’hoariva e galleg diouzh un tu, hag ur strollad amatour evit krouin pezhiou-c’hoari brezhonek a vreman.

Titouroù pleustrek :

  • Lec’h: Sal An Dachenn Wenn – Ti an Holl Penharz, 39 Boulevard de Bretagne 29000 Kemper
  • Priz : 7€ ; digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz
  • Padelezh : 1 eurvezh 1/4
  • Da 8e1/4 noz e vo digoret an norioù
  • Kregiñ a raio an arvest da 9e noz
  • Paeet e vo war al lec’h, n’eo ket dav mirout e blas

 

Titouroù | Darempred : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

***

Traezh Gwaremm

 

« Une plage du Cap Sizun…

Rien ne rapproche Diego le flemmard de Vefa, jeune femme qui revient sur la terre ancestrale, de Gwenn la chapardeuse, de Lanig le jeune retraité coureur de jupons, de Taleg le « gendarme » de la plage, ni de Fiona, l’archétype de la touriste écervelée.

Rien sauf cette plage où leurs pas les mènent souvent. Où ils se rencontreront, se fréquenteront, bon gré mal gré, sans que chacun ne quitte sa route tracée.

Jusqu’à ce terrible orage ou la mer gronde et enfle. Alors rien ne sera plus comme avant, peut-être seront ils amenés à unir leurs efforts…

Parmi le burlesque, le drame et le fantastique, de grandes questions de notre monde actuel se profilent entre deux vagues : migrants, réchauffement, environnement… »

 

Cette pièce a été créée par les comédiens de Tro-didro sur une idée de Yann-Fulub Dupuy, écriture et mise en scène : Yann-Fulub Dupuy.

« Cette fois nous avons voulu inverser le processus de création en construisant le spectacle morceau par morceau à partir d’improvisations sur un thème choisi : la plage au fil des quatre saisons et les rencontres inattendues qu’elle suscite. »


* Sur scène : Loig Coquet, Camille Diquelou, Marine Gloaguen, Bernez Kere, Ninnog Latimier, Tomaz L’Epineguen, Maria del Mar Martin Fernandez.

* Scénographie : Germain Rolandeau

* Lumières : Egareg Kervella

* La Compagnie : La compagnie Tro-didro a été créée en 2007 par Nigel Hollidge, comédien et Yann Fulub Dupuy, formateur et écrivain en langue bretonne. Tro-didro est une compagnie double : une structure professionnelle pour créer des spectacles en français et une troupe amateur réalisant ses propres créations en breton.

 

Infos pratiques :

  • Lieu : Salle Le Terrain Blanc – Maison Pour Tous de Penhars, 39 Boulevard de Bretagne 29000 Quimper
  • Prix : 7€ ; gratuit pour les moins de 12 ans
  • Durée : 1h15
  • Ouverture des portes à 20h15
  • Début du spectacle à 21h
  • Paiement sur place, pas besoin de réserver en amont

 

Renseignements | Contact : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh