27/12
A-hed an deiz | Toute la journée

Abadenn | Spectacle
Ti ar Vro Kemper
3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Priz diouzh ho c’hoant | Participation libre - Dav eo mirout e blas | Sur réservation (places limitées)

Gouel Nedeleg ar familhoù
Fête de Noël des familles en breton

Goulou-min

Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc’h un devezh abadennoù e brezhoneg evit lidañ asambles
Gouel Nedeleg !

Roll an devezh :

10e mintin : Tresadenn vev e brezhoneg :
« Ar pevarad kerniel »

1 / Alc’hwez ar parkeier : « E-kerzh ur veaj faltazi betek bord ar mor, peder buoc’h a zo vont da dañva plijadurioù ar frankiz en ur bed dianav hag az a kalz pelloc’h eget o frad. Kejadennoù dic’hortoz, chikanioù, adunvanadurioù, dizoloadennoù… a laka ar strolladig da vezañ kreñvaet, kengred ha dieub. »

2 / Uhel Uhel war ar menez : « Klaris, Marc’harid, Trifin ha Rozenn a ya da bourmen war-zu ar menez m’emañ JB, animatour an eko-peuriñ. Pedet en deus anezho da welet pennoù menezioù goloet gant erc’h. Met pa ‘z int kelaouet gant an deñved eo aet ar maout diwar-wel e tiviz hor peder harozez mont da glask anezhañ evit savetiñ anezhañ diouzh krabanoù ar Belêbelê spontus. »

(padout a raio tro-dro 52mn (2 x 26mn) – adalek 3 bloaz – e brezhoneg hep istitloù)


4e gm : Arvest kamishibaï gant sonerezh « Ar gouloù kevrinus » mui kanaouennoù ar bladenn nevez-flamm « Biskoazh kement all ! » graet e brezhoneg evit ar vugale. Kinniget e vo anezhañ gant Jean-Luc Roudaut, Noah Roudaut ha Martine Kerrien

« Aon he deus Aëlya fenoz. Mont a ra da guzhat dindan al liñselioù. Met petra eo ar gouloù kevrinus-se o pourmen el liorzh ? Ur c’horrigan, un aerouant, ul laer ? Nemet e vefe un… Un istor da vont dreist d’an aon, evit deskiñ petra e seblant bezañ ankenius ha n’eo ket dre ret. »

(padout a raio 1 eurvezh – adalek 7 miz – e brezhoneg)

5e gm : Merenn-vihan Nedeleg

 

Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

Ti ar Vro Kemper vous propose une journée de spectacles de Noël tout en breton à destination des familles afin de fêter Noël ensemble !

Au programme :

10h : Dessin animé en breton :
« Le quatuor à cornes »

1 / La clé des champs : « Au cours d’un périple fantaisiste jusqu’au bord de la mer, quatre vaches vont découvrir la liberté dans le monde inconnu qui s’étend au-delà de leur pré. Cette odyssée riche en aventures, en rencontres burlesques, disputes, réconciliations et découvertes, confronte chacune à ce qui pouvait lui arriver de pire, et transforme le troupeau initial, trop lié par l’habitude, en une irréductible bande d’amies, solidaires et affranchies. »

2 / Là-Haut sur la montagne : « Clarisse, Marguerite, Aglaé et Rosine cheminent vers la montagne où JB, l’animateur de l’éco-pâturage, les a invitées à venir découvrir les sommets enneigés. Mais quand les moutons leur apprennent que le bélier a disparu, nos quatre héroïnes décident de partir à sa recherche et de le sauver du terrifiant belêbelê. »

(durée : environ 52mn (2 x 26mn) – à partir de 3 ans – en breton non sous-titré)

16h : Spectacle kamishibaï musical « Ar gouloù kevrinus » suivi de chansons du nouvel album en breton pour les enfants « Biskoazh kement all ! » proposé par Jean-Luc Roudaut, Noah Roudaut et Martine Kerrien

« Ce soir Aëlya a peur. Elle se cache sous ses draps. Mais quelle est donc cette drôle de lumière qui se promène dans le jardin ? Est-ce un korrigan, un dragon, un voleur ? A moins que ce ne soit un… Une histoire pour affronter ses peurs, pour apprendre que ce qui paraît effrayant ne l’est pas forcément. »

(durée : 1h – à partir de 7 mois – en breton)

17h : Goûter de Noël

 

Réservation et renseignements : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

Ar gouloù kevrinus
Ar gouloù kevrinus
Ar pevarad kerniel
Ar pevarad kerniel