Ti an Holl Ploveilh | Maison Pour Tous de Plomelin
Ti an Holl Ploveilh | Maison Pour Tous de Plomelin
Plasenn Betziesdorf
29700 Plomelin
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
30€
Staj Brezhoneg ar Vro Vigoudenn Journée d’étude sur le breton du Pays Bigouden
Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Scop Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg ar Vro Vigoudenn.
Roll-labour an devezh :
Ar staj-mañ a vo ennañ ur studi war an taol-mouezh el lavar : en anv, er strollad-anv hag er frazenn. Labouret e vo gant enrolladennoù eus ar Vro Vigoudenn.
– An taol-mouezh kreñv hag an taol-mouezh skañv diouzh ar reolenn laket war-wel gant A. Sinou en ur studi fonologiezh (Yor Yezh « Le breton de Lechiagad » 1999). – Teurel meiz ouzh plas an taol-mouezh, ouzh hirder pe berrder ar vogalenn er silabenn taolmouezhiet. – Labour distagañ diwar an enrolladennoù klevet. – Lakat an taol-mouezh a-hed-da-hed ur skrid ha lenn anezhañ diouzh ar pezh a vo merket.
Titouroù : * Enskrivadur dre ret e Ti ar Vro Kemper * 15 den d’ar muiañ (degemeret e vo ar re gentañ enskrivet) * Adalek 15 bloaz * Live B1 d’an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija) * Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc’hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc’h), paper. * Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
Mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
***
Ti ar Vro Kemper invite Andrev Seznec, formateur en langue bretonne à Roudour, afin de découvrir le breton du Pays Bigouden.
Programme du stage :
Ce stage aura pour matière une étude sur l’accent tonique dans le parler : dans le nom, le groupe nominal et dans la phrase. Le travail sera axé suivant des enregistrements du Pays Bigouden.
– L’accent tonique fort et l’accent tonique faible, selon la règle mise en avant par A. Sinou dans une étude de phonologie. – Noter la place de l’accent tonique, la longueur ou la brièveté de la voyelle dans la syllabe accentuée. – Travail de prononciation à partir des enregistrements étudiés. – Placer l’accent tonique tout le long d’un texte et lecture de ce dernier dans un second temps.
Infos pratiques :
* Inscription préalable obligatoire auprès de Ti ar Vro Kemper * 15 personnes maximum (accès réservé aux premiers inscrits) * Niveau B1 requis (personnes qui parlent déjà breton) * Affaires à emmener : un enregistreur, une clé USB, un ordinateur portable (si vous en possédez un), du papier * Le repas n’est pas compris dans le prix du stage, merci de penser à rapporter votre pique-nique
Réservation et renseignements : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh