Istor ar yezh

Histoire de la langue

Ar brezhoneg, yezh keltiek nemeti komzet war an douar-bras

Evel ar yezhoù romanek, germanek ha slavek ez eus yezhoù indezeuropek eus ar yezhoù keltiek. Komzet e vezont hiziv an deiz en Iwerzhon, Bro-Skos, Enez-Vanav, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh. Ar yezh keltiek nemeti komzet war an douar-bras eo ar brezhoneg. Ar yezhoù keltiek, hag ar brezhoneg en o zouez, zo kar d’ar galianeg, aet da get hiziv an deiz.

Etre daou skourr e vez rannet ar yezhoù keltiek :

  • Skourr ar yezhoù predenek : kembraeg, kerneveureg ha brezhoneg
  • Skourr ar yezhoù gouezelek : iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos ha manaveg

An div yezh tostañ d’ar brezhoneg eo ar c’herneveureg hag ar c’hembraeg (ur c’heriaoueg voutin o deus hag o yezhadur zo heñvel evit un darn vat).

 Abaoe pell e vez skrivet brezhoneg : ken abred hag an 8vet kantved e kaver roudoù skrivet.. Geriadurioù zo ivez, adalek kreiz ar XVvetkantved, a-raok ar galleg eta.

Komzet e vez peurliesañ eus 4 rannyezh ar brezhoneg : kerneveg, leoneg, tregerieg ha gwenedeg. Klotañ a rae ar rannadur-se gant 4 eskopti Breizh-Izel evel ma oant a-raok an Dispac’h gall. War an dachenn avat n’eus ket a droc’h krenn etre ar rannyezhoù o virout ouzh an dud a en em gompren. Hed-a-hed an XXvet kantved hag a-drugarez d’ar skolioù, d’ar mediaoù, d’al lennegezh vrezhonek ha d’ar stlenneg bremañ, ez eus deuet ur brezhoneg standart war wel. En deiz hiziv e oar lenn ha skrivañ an holl yezherien en tu-mañ da 50 vloaz.

Le Breton : la seule langue parlée sur le continent européen 

Les langues celtiques font partie de la grande famille des langues indo-européennes, comme les langues romanes, germaniques ou slaves. Elles sont parlées en Irlande, Ecosse, Ile de Man, pays de Galles, Cornouailles britannique et Bretagne. Le breton est donc la seule langue celtique parlée sur le continent européen. Les langues celtiques, et particulièrement le breton, ont un lien de filiation avec la langue gauloise aujourd’hui disparue.

Les langues celtiques sont classées en 2 groupes linguistiques bien identifiés :

  • Le groupe brittonique : gallois, cornique et breton
  • Le groupe gaélique : irlandais, écossais et mannois

Le cornique et le gallois sont les 2 langues les plus proches du breton (elles ont notamment beaucoup de vocabulaire en commun et la grammaire est très proche).

Le breton a une tradition écrite très ancienne, au moins depuis le 8ème siècle. Il a été doté de dictionnaires dès le milieu du XVe siècle, avant le français.

On distingue généralement 4 variantes : cornouaillais, léonard, trégorrois et vannetais. Cela correspondait aux 4 évêchés de Basse-Bretagne tels qu’ils existaient avant la Révolution française. Sur le terrain, on ne constate pourtant pas de rupture franche pouvant empêcher l’intercompréhension. Tout au long du XXe siècle, et grâce au développement de l’enseignement bilingue, des médias, d’une littérature en langue bretonne et aujourd’hui de l’informatique, un breton standard a émergé. Aujourd’hui, la quasi totalité des locuteurs de moins de 50 ans est alphabétisée : ils écrivent et lisent le breton sans problème.

Ar brezhoneg, ur yezh resis

Le breton, une langue précise

Evel ar yezhoù all en deus ar brezhoneg perzhioù dezhañ e-unan e-keñver yezhadur, ereadur ha geriaoueg. Gwevn-kenañ eo stumm ar frazennoù da skouer, dre ma vez lakaet atav an elfenn gelaouiñ pouezusañ er penn kentañ : er mod-se e tegaser keleier resis war-eeun.

Met e-touez dibarderioù brudetañ ar brezhoneg emañ ar c’hemmadurioù kensonennoù. Petra eo ? Kemmet e vez kensonenn gentañ ar gerioù, o terc’hel kont eus ar ger a-raok. Ar jener a verker evel-se da skouer. Goude ar raganvioù perc’hennañ e c’hoarvez kemmadurioù ivez.

 

 

Comme toutes les autres langues, le breton a des caractéristiques propres au niveau grammatical, syntaxique, et lexical. La structure de la phrase est très souple, l’élément principal d’information vient systématiquement se placer en tête pour apporter une information directe et précise. Il y a une autre caractéristique marquante de la langue bretonne : les mutations consonantiques. La première consonne d’un mot change, mute, sous l’influence du mot qui précède. C’est ainsi par exemple qu’on fait la différence entre le masculin et le féminin. Ces mutations se produisent également après les pronoms possessifs :

Ar Vretoned o tiazezañ e Breizh

L’établissement des Bretons en Armorique

Ar brezhoneg, ur yezh deuet eus Enez Vreizh

Gant ar pobloù kelt o tiazezañ en Arvorig adalek ar Vvet kantved a-raok J.K. e teu o yezh : ar galianeg. Bev e chomo ar yezh er vro betek dibenn impalaeriezh Roma. Met d’ar mare-hont e oa bet romanekaet mat Arvorig dija.

Ar Vretoned o kuitaat Enez Vreizh (Breizh-veur hiziv an deiz) zo o vont da adkeltiekaat

Arvorig. E deroù ar Grennamzer e treuz Mor Breizh ur bern Bretoned hag e tiazezont da vat el ledenez a zeu da vezañ Breizh diwar neuze.

Penn-da-benn e vo kemmet ar vro gant an dud nevez-erruet. Anvioù-lec’h a bep seurt a zo test a gement-se : plou (parrez) > Plougastell-Daoulaz, gwik (kreiz ar barrez) > Gwimilio, lann (peniti, manati) > Lannuon, tre (lec’h annezet ha gounezet, karter, trev) > Trevendel, lez : Lesneven, bod : Bodsorc’hel…

 

Le Breton, une langue venue de l’île de Bretagne

Les populations celtes qui s’établissent en Armorique à partir du Ve siècle avant J.C. y implantent leur langue : le gaulois. Elle s’y maintiendra jusqu’à la fin de l’empire romain. Mais à cette époque l’Armorique est largement romanisée.

Ce sont les migrations en provenance de l’île de Bretagne (l’actuel Grande-Bretagne) qui vont receltiser l’Armorique. Les Bretons traversent la Manche (« Mor Breizh », la mer de Bretagne) au début du Moyen-Age (Ve et VIe siècles) ; ils s’établissent définitivement dans la péninsule qui prend alors le nom de Bretagne.

Les nouveaux arrivants modifient l’Armorique en profondeur. Ils couvrent la péninsule de toponymes d’une grande diversité : plou (paroisse) > Plougastell-Daoulaz, gwik (centre de la paroisse) > Gwimilio, lann (ermitage, monastère) > Lannuon, tre (lieu habité et cultivé, quartier, trève) > Trevendel, lez (cours seigneuriale) > Lesneven, bod (demeure, résidence) > Bodsorc’hel…

An tre goude al lanv

E barr he nerzh e oa Stad Breizh en IXvet kantved gant Nevenoù, Erispoù ha Salaun. Ul lodenn eus Normandi hag eus Anjev zo aloubet gant ar Vretoned. Er reter e vo staliet kêr-benn ar rouantelezh, en un takad ma ne glever ket kalz a vrezhoneg.

Da heul reuz ar Vikinged e Breizh eo diskaret ar Rouantelezh, an dud uhel a ya kuit da vroioù roman ha krog eo ar brezhoneg da gilañ war-zu ar c’hornôg. Tamm-ha-tamm e teu 3 zakad yezhel war wel.Er reter pellañ, Brittania Romana, ma n’eus ket kalz a Vretoned ha ma’z aio buan ar brezhoneg da get.

En tu kornôg d’ul linenn Sant-Brieg/Sant-Nazer, Brittania Celtica, ma vo trec’h ar brezhoneg.

E-kreiz, an takad kemmesk, ma kaver brezhoneg ha galleg mesk-ha-mesk ha ma teuio ar yezh roman da vezañ trec’h, a-benn ar fin.

Stabilaat a raio ar vevenn yezh er XVIvet kantved war ul linenn norzh-su a ya dre vras eus Sant-Brieg da Sant-Nazer. Peuzdigemm e chomo ar vevenn-se betek hiziv an deiz. El lodenn reter eus ar vro, Breizh-Uhel, e vez komzet ar yezh oil gant ar gallaoueg. Domani ar yezh keltiek, ar brezhoneg, eo ar c’hornôg avat. N’eo ket ken splann-se ar vevenn-se hiziv an deiz : galleg standart zo en implij e pep lec’h ha sellet e vez ouzh ar brezhoneg evel ouzh un elfenn vbreizhadelezh talvoudekaus evit an holl Vretoned.

 

Le recul après l’âge d’or 

Au IXe siècle, le royaume de Bretagne est à son apogée avec Nominoe, Erispoe et Salomon. Les Bretons conquièrent une partie de la Normandie et de l’Anjou. Le centre de gravité du royaume se déplace vers l’Est dans une zone moins brittophone. Suite au cataclysme que représentent les invasions vikings en Bretagne, le royaume s’effondre, les élites émigrent dans des zones romanisées et le breton commence à reculer d’Est en Ouest. Peu à peu 3 zones linguistiques prennent forme.

A l’extrême Est, Brittania Romana, là où les établissements bretons sont nettement minoritaires, le breton va rapidement reculer.

A l’Ouest d’une ligne Saint-Brieuc/Saint-Nazaire, Brittania Celtica, le breton s’imposera.

Au centre, la zone mixte, là où le bilinguisme breton-français est de règle, la langue romane finissant par triompher.

Au XVIe la limite linguistique se stabilise sur une ligne Nord-Sud allant grosso-modo de Saint-Brieuc à Saint-Nazaire. Cette limite restera presque inchangée jusqu’à aujourd’hui. Dans la partie Est du pays, la Haute-Bretagne, la langue d’oïl est pratiquée à travers le gallo. L’Ouest (Basse-Bretagne) est le domaine du breton. Aujourd’hui, cette limite linguistique à perdu de sa signification : l’usage du français standard s’est généralisé tandis que la langue bretonne est devenue un élément d’identité valorisant pour tous les Bretons.

Ar cheñchamantoù e-keñver yezh

Ar cheñchamantoù e-keñver yezh

1900, ar galleg evel ur yezh estren

Betek ar brezel 1914-1918, e-tro an hanter eus an dud a oa o chom e Breizh-Izel ne ouient ger gallek ebet. Pa oa ouzhpenn ur milion a dud oc’h ober gant ar brezhoneg e penn kentañ an XXvet kantved ez eo aet an niver anezho war goazhañ en un doare spontus. Hervez an enklaskoù nevesañ ne chomfe nemet 206 000 a dud a gomz ar yezh bemdez (Mammenn : sontadeg TMO – F.Broudic e 2007) ha 340 000 den bennak gouest d’he c’hompren (Mammenn : INSEE – Octant Niv. 56-57 1994 – TMO Le Télégramme Ebrel 1997).

1900, le français comme langue étrangère

Jusqu’à la guerre 1914-1918, on considère que la moitié de la population ignore totalement le français en Basse-Bretagne. Pratiqué par plus d’1 million de personnes au début du siècle, le nombre de locuteurs du breton a très fortement diminué au cours du XXe siècle. Les enquêtes les plus récentes font état de 206.000 personnes qui parleraient la langue au quotidien (sondage TMO – F.Broudic en 2007), 340.000 personnes seraient capables de la comprendre.

Ar brezhoneg lakaet da yezh vihan

E-touez an abegoù pennañ da ziskar ar brezhoneg e kaver abegoù sokial, armerzhel ha psikosokiologel eus un tu ha politikerezh yezh ar Stad eus an tu all. Evel ar yezhoù all a zo e Frañs e vez sellet ouzh ar brezhoneg evel ouzh un dañjer evit unded ar vroad c’hall. Betek hon amzer e kaver e-leizh a zisklêriadurioù ofisiel enebet ouzh ar brezhoneg.

E-pad pell e chomas ar vrezhonegerien hep kaout ezhomm eus ar galleg. Gant ar brezel 1914-1918 e teuas ar cheñchamant bras kentañ met goude an eil brezel-bed eo e voe dilezet ar brezhoneg dreist-holl. Pa voe skarzhet ar brezhoneg eus ar skolioù ha pa voe roet lañs d’ur bedagogiezh deskiñ galleg dre heg, gant ar simbol gwallvrudet roet da gastizañ ar vugale paket o komz brezhoneg, e voe sellet ouzh ar brezhoneg evel ouzh ur skoilh evit ober berzh er vuhez kevredigezhel ha micherel. Mezh eus o yezh vamm a zeu d’ar vrezhonegerien. Ne fell ket mui dezho he zreuzkas d’o bugale. En ur ober 3 rummad e vo tost echu gant an treuzkas er familhoù.

Ul lusk nevez evit ur yezh a zo tomm da galon ar Vretoned

Evit talañ ouzh ur seurt enkadenn ez eus hiziv an deiz e Breizh ur gwir emsav o tifenn ar yezh, lakaet da vont en-dro gant kevredigezhioù sevenadurel startijenn ganto, skoazellet aliesoc’h-aliesañ gant ar strollegezhioù. Soñjal a ra hiziv an deiz da 89 % eus an dud ez eo ret mirout ar yezh (sontadeg TMO e 2007). Cheñchet a galz eo emzalc’h ar Vretoned e-keñver o yezh hag un dra hollbouezus eo kement-se evit ma chomo bev ar brezhoneg. Da-heul ez eus bet votet ur steuñv politikerezh yezh gant ar guzulierien-rannvro ha krouet eo bet Ofis Publik ar Brezhoneg, ur framm publik evit ar yezh evel ma ne oa bet biskoazh a-raok.

Un nouveau dynamisme qui s’appuie sur un capital de sympathie très fort

Un peu partout en Bretagne, un mouvement fort en faveur de la langue va se développer, porté par des associations culturelles dynamiques et de plus en plus relayées par les collectivités. 89% de la population pense aujourd’hui qu’il faut conserver la langue (sondage TMO de 2007). L’attitude des Bretons vis à vis de leur langue a changé, c’est un élément capital pour la pérennisation du breton. La région Bretagne notamment a voté un plan de politique linguistique et créé un Office Public de la Langue Bretonne, une première dans l’histoire du breton.

Le breton, une langue minorée

On retiendra parmi les principaux facteurs qui ont contribué à ce recul, des raisons de nature sociales, économiques et psychosociologiques d’une part et la politique linguistique de l’Etat d’autre part. La langue bretonne à l’instar des autres langues de France est perçue comme un danger pour l’unité de la nation française. Les déclarations officielles hostiles à la langue bretonne se sont multipliées jusqu’à nos jours.

Pendant longtemps, les brittophones ne ressentent pas le besoin de savoir parler français. La guerre 1914-1918 constitue un premier tournant mais c’est surtout après la 2de guerre mondiale que le breton va être délaissé. Alors qu’il est interdit à l’école et que les enfants sont punis lorsqu’ils parlent breton (on leur attache le symbole autour du cou), la langue est perçue comme un frein à toute réussite sociale et professionnelle. Les brittophones ont honte de leur langue maternelle. Ils ne souhaitent plus la transmettre à leurs enfants. En 3 générations, la transmission familiale de la langue est presque interrompue.

Ur yezh gant startijenn

Une langue en plein développement

Ar brezhoneg evel yezh kelenn

Meur a wech, adal an XIXvet kantved, e voe klasket lakaat ar Stad da gemer e kont c’hoant ar bobl e vefe kelennet ar brezhoneg er skolioù. Betek 1951 ne voe graet netra betek ma voe aotreet kelenn ar yezh (lezenn Deixonne) met ne voe netra frammet. O welet kement-se e voe savet ar skolioù Diwan, skolioù divyezhek m’eo ar brezhoneg yezh ar skol.

Ne oa nemet 6 skoliad er skol dre soubidigezh kentañ e 1977. Goude e voe digoret klasoù divyezhek en deskadurezh publik (1982) ha prevez (1990). E distro-skol 2011 e oa bet tizhet ouzhpenn 14 000 bugel skoliataet e brezhoneg, en ur gontañ an holl hentadoù (Diwan, publik, katolik).

A-hend-all e oa e-tro 13 000 skoliad oc’h heuliañ kentelioù brezhoneg pe gant an tañva.

Pouezus eo an holl skolioù-se evit ar sell a daol ar Vretoned war o yezh.

Le breton comme langue d’enseignement

Diverses actions sont menées dès le XIXe pour demander à l’Etat d’enseigner le breton à une population qui ne parle que cette langue. Jusqu’en 1951, rien n’est fait. A partir de cette date, l’enseignement du breton est autorisé (loi Deixonne) mais il n’est pas organisé. Face à cette situation, des parents d’élèves créent les écoles Diwan, des écoles bilingues dont le breton est la langue de vie des établissements.

La première école immersive démarre avec 6 élèves en 1977. Des filières bilingues seront par la suite mises en place dans l’enseignement public (1982) et catholique (1990). La barre des 14.000 élèves scolarisés en filière bilingue (Diwan, public, catholique) est franchie à la rentrée en 2011.

Par ailleurs, environ 13.000 élèves reçoivent un enseignement ou une initiation à la langue bretonne.

L’impact de toutes ces écoles est très important sur la perception qu’ont les Bretons de leur langue.

Un dra ouzhpenn evit kavout labour

Berzh bras a ra ivez ar c’hentelioù hag ar stajoù evit an dud deuet. E-tro 3000 den zo oc’h heuliañ kentelioù brezhoneg. Brasoc’h-bras eo, en o zouez, an niver a dud a heuilh stajoù 6 miz e-barzh ar stummerezh micherel. Muioc’h-mui a zeskidi a ya da yezherien.

Meur a abeg zo evit stagañ da zeskiñ brezhoneg : gallout heuliañ ar mediaoù, kaout un darempred gwelloc’h gant e dud, e vignoned, heuliañ labour-skol ar vugale… pe hepken dre m’en em santer breizhat. Erfin, kalz a dud eus an diavaez, deuet er vro nevez zo pe a-gozh, o deus c’hoant da ober gwelloc’h anaoudegezh gant pinvidigezhioù ar vro. Abaoe un nebeud bloavezhioù ez eo deuet an anaoudegezh eus ar brezhoneg da vezañ ur sikour evit kavout labour. Hiziv an deiz, ouzhpenn 1200 post-labour zo liammet ouzh ar brezhoneg, en deskadurezh, e bed ar vugaligoù, er mediaoù, er bed kevredigezhel ha sevenadurel, er strollegezhioù lec’hel…

 

Un atout pour trouver un emploi

Les cours et les stages pour adultes connaissent également un grand succès. Il y a environ 3.000 personnes suivant un enseignement de la langue bretonne. Parmi eux, le nombre de stagiaires qui apprennent la langue en 6 mois dans le cadre de la formation professionnelle est de plus en plus élevé. De plus en plus de personnes vont jusqu’au terme de leur formation et deviennent locuteurs à leur tour.

Les raisons qui poussent à l’apprentissage du breton sont variées : suivre les médias, établir une relation privilégiée avec ses parents, ses amis, suivre la scolarité de ses enfants… ou tout simplement parce qu’on se sent breton. Beaucoup de personnes extérieures, nouvellement arrivées ou non, ont à cœur de découvrir ainsi les richesses propres à la Bretagne. Depuis quelques années, la connaissance de la langue est devenue un atout supplémentaire pour trouver un emploi. Plus de 1200 emplois sont aujourd’hui liés directement à la connaissance du breton, dans l’enseignement, la petite enfance, les médias, le monde culturel et associatif, les collectivités locales…

Ar brezhoneg, yezh an XXIvet kantved

Le breton, langue du XXIe siècle

Après une période d’intense revendication commencée dans les années 1960, de nombreuses collectivités locales se sont aujourd’hui engagées dans un programme de bilinguisation. Le breton investit de nouveaux secteurs comme le commerce, les médias, la publicité, l’informatique, la banque… L’Office Public de la Langue Bretonne avec sa campagne « Ya d’ar brezhoneg » met en valeur et impulse ces actions tant dans le secteur commercial que dans celui des collectivités locales. Signe d’une langue bien ancrée dans le 21e siècle, le breton a également beaucoup progressé dans les nouvelles technologies (plus de 40.000 articles sur le Wikipedia en breton, traduction des logiciels OpenOffice, Skype, Mozilla FireFox et Thunderbird, outil de traduction automatique…).

Goude ur mare stourm a bep tu kroget er bloavezhioù 1960 ez eus bremañ strollegezhioù lec’hel niverus o kas war-raok programmoù divyezhekaat. E blas a gav ar brezhoneg e tachennoù nevez evel ar c’henwerzh, ar mediaoù, ar bruderezh, an urzhiataerezh, ar bankoù…

Ofis Publik ar Brezhoneg, gant e goulzad “Ya d’ar brezhoneg”, a dalvoudeka hag a ro lañs d’an oberoù-se, ken er gennad kenwerzhel, ken er strollegezhioù lec’hel. Aet eo ar brezhoneg war-raok war dachenn an teknologiezhioù nevez ivez, ar pezh a ziskouez ur yezh gwriziennet-mat en 21vet kantved (ouzhpenn 40.000 pennad war Wikipedia, stumm brezhonek ar meziantoù OpenOffice, Skype, Mozilla FireFox ha Thunderbird, troer emgefre…).

Trugarez d’an 

Merci à