Eurioù digor d’an dud | Heures d’ouverture au public
Diskouezadeg | Exposition
Ti ar Vro Kemper
3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous
Diskouezadeg Exposition
Ar pladennoù vinil ha sonerezh Breizh
E fin ar bloavezhioù 60 ne gouste ket ken ker ken fardañ pladennoù vinil, diwar neuze e oa aes produiñ sonerezh ha skignañ anezhañ e-mesk an dud. Buan e voe kemeret tro eus kement-se gant ar Vretoned. Labourat a rae Mouez Breiz evit enrollañ ar ganerien hag ar sonerien giz kozh tra ma’c’h eas al labelioù hag ar sonerien a vicher e-barzh ar jeu evit kreñvaat o oberoù hag o brud, evit reiñ da glevet o mouezh.
Er bloavezhioù 70 e oa deuet ar pladennoù vinil da vezañ benveg ar re yaouank e Breizh evit brudañ o sevenadur. Kontet e veze ar pladennoù da wellañ mod da skignañ ar sevenadur. A-wechoù e veze ur mod d’embann ur savboent enep ar gevredigezh kozh ha gante e c’halle pep hini selaou sonerezh (disheñvel diouzh hini an tad hag ar vamm) e-unan pe er c’hontrol en ober asambles gant ar re a zo sot gant ur stil, ur strollad, un arzour, ur soñj bennak.
Dirak pouez an teknologiezhioù niverel e pep lec’h en deiz hirie e teu ar pladennoù vinil war o c’hiz gant an traoù nevez-produet e Breizh. Petra eo ar pladennoù vinil ? Eus pelec’h e teuont ? Peseurt pladennoù o deus merket sonerezh Breizh ? Petra a vo graet gante en deiz hiziv ?
Chakodoù savet gant an arzour Moarch Eveno, bet paotr Kemper ur mare ‘zo bet, a vo gwelet ivez e-pad an diskouezadeg-se.
Savet gant : Dastum Bro-Dreger
***
Le vinyle et la musique bretonne
Grâce à la démocratisation du vinyle à la fin des années 60, il est désormais simple de produire sa musique et de la diffuser auprès du grand public. Les bretons en profitent rapidement. Mouez Breiz s’attache à fixer les porteurs de tradition et rapidement les labels et les musiciens professionnels s’engouffrent dans la brèche pour asseoir leur pratique et leur renommée, pour véhiculer leurs messages.
Dans les années 70, le vinyle devient l’étendard culturel de la jeunesse bretonne. Le disque est perçu comme le moyen de diffusion culturelle par excellence. Parfois transgressif, il permet à chacun de consommer individuellement sa musique (différente de celle des parents) ou au contraire de faire communauté en partageant l’amour d’un style, d’un groupe, d’un artiste, d’un message ou d’un courant.
Le tout numérique produit aujourd’hui un retour de ce support dans les nouvelles productions bretonnes. Qu’est-ce qu’un vinyle ? D’où vient-il ? Quels albums ont marqué la Bretagne ? Que va-t-on en faire aujourd’hui ?
Des pochettes de l’artiste Moarch Eveno, qui a vécu à Quimper, seront également présentes durant cette exposition.