3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous
Prezegenn gant Gilles Kermarc Conférence avec Gilles Kermarc
« Mouez Breiz, ijin ar bladenn vreton »
Gilles Kermarc a zo pedet gant Ti ar Vro Kemper da ginnig deoc’h ur brezegenn diwar-bouez « Mouez Breiz, ijin ar bladenn vreton ». War an dro e vo komzet gantañ deomp eus ar c’hemperiad Hermann Wolf en doa laket 300 pladenn da zont e-maez gant label Mouez Breiz ha kinnig a raio deomp ober un droaiad en « e » Vouez Breiz da gejañ ouzh ar re lodek. Da heul e vo sinet gantañ e oberenn ziwezhañ embannet gant Dastum Bro Dreger.
« Gilles Kermarc a zo bet lodennet e vugaleaj evel kalz a Vretoned (ha ket eus ar re zisterañ) etre Bro Bariz ha vakañsoù e Su Penn ar Bed. E zistro da Vreizh a oa bet e Brest, eno e oa bet o chom betek bezañ kaset d’ar Berry gant degouezhioù e vicher, hep dezhañ ‘vat terriñ ar stag diouzh ar Far West keltiek.
Pell ‘zo emañ stag ouzh Mouez Breiz rak pladennaoueg dister e ziegezh, en e vugaleaj, a oa enni teir fladenn vinil a Gemper. Troet war vuzik Breizh en doa daspunet pladennoù all goude, a-hed bloavezhioù ha bloavezhioù ken ma oa deuet ar soñj trumm dezhañ da sevel un dastumad klok eus produ Mouez Breiz ha da c’hoût hiroc’h diwar-benn Hermann Wolf hag an arzourien enrollet gant hennezh.
E levr a zo anezhañ, disoc’h ouzhpenn pemzek bloavezh enklaskoù hag emgavioù – sichant ha talvoudus atav – gant ar re savet Mouez Breiz ganto. Diwar-se en deus savet ur renabl klok a bladennoù hag a gasedouigoù dre glev produet gant an ti a Gemper. E-keñver e zastumad dezhañ e-unan, emañ c’hoazh e klask eus ur ralentez dispar bennak d’e beurechuiñ. »
***
« Mouez Breiz, l’invention du disque breton »
Ti ar Vro Kemper invite Gilles Kermarc afin de présenter une conférence sur « Mouez Breiz, l’invention du disque breton ». Ainsi, Gilles Kermarc nous parlera également du quimpérois Hermann Wolf qui a édité 300 disques sous ce label Mouez Breiz, et proposera une promenade dans « son » Mouez Breiz à la rencontre de quelques-uns de ceux qui y ont apporté leur contribution. S’en suivra une dédicace de son dernier ouvrage publié par Dastum Bro Dreger.
« Gilles Kermarc a eu, comme bien des Bretons (et non des moindres), une enfance partagée entre la région parisienne et les vacances dans le Sud-Finistère. Le retour en Bretagne s’est fait à Brest où il a vécu jusqu’à ce que les hasards de la vie professionnelle l’amènent dans le Berry, sans pour autant couper le lien avec le Far West celtique.
Son lien avec Mouez Breiz est ancien puisque la mince discothèque familiale de son enfance contenait trois vinyles quimpérois. Amateur de musique bretonne, il a ensuite acquis au fil des décennies d’autres disques jusqu’au jour où, sous le coup d’une inspiration soudaine, il a entrepris de réunir une collection intégrale de la production de Mouez Breiz et d’en savoir plus sur Hermann Wolf et les artistes qu’il a enregistrés.
Son livre est le résultat de plus de quinze années de recherches et de rencontres – toujours sympathiques et enrichissantes – avec ceux qui ont fait Mouez Breiz. Elles lui ont permis d’établir un catalogue complet des disques et cassettes audio produits par la maison quimpéroise. Quant à sa collection personnelle, il cherche encore quelques perles rares pour la compléter. »