07/03
7e noz | 19h

Emgav sonerezh Breizh | Session de musique bretonne
Tavarn | Pub Le Finnegans
46 Straed | Rue Aristide Briand 29000 Kemper | Quimper
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust | Gratuit
Brezhoneg ha galleg | Breton et français

Emgav sonerezh Breizh + sonadeg
Session de musique bretonne + concert

Ti ar Vro Kemper hag ar Finnegans a ginnig deoc’h un emgav sonerezh ha kanaouennoù breizhek, lusket gant an arzourien Armel an Héjer, Malo Carvou ha Régis Huiban, bep gwener kentañ deus ar miz, e tavarn ar Finnegans (Kemper). Digor eo d’an holl re o deus c’hoant seniñ ha kanañ ganto ha kaout plijadur gant sonerezh ar vro ! 

An abadenn zigor a vo ur sonadeg vihan d’he heul, kaset gant EOR, un daouad nevez hag a zo ennañ Aël-Anna Mazé telennourez ha Bleuna Huellou talabarderez ha kanerez.

« Gant piv eo bet lâret ne c’hall ket bezañ kenson etre ur vombard hag un delenn ? Dre hentoù nevez e ya Bleuna (bombard ha kan) hag Aël-Anna (telenn) ha kendoniet o binvioù dezho e voc’h kaset d’ober anaoudegezh gant o sac’had tonioù gouez a Vro Fisel. Ar re-se a zo gwerzioù marzhus anezho pe temoù dañs lamm d’al laez setu ma yeoc’h asambles gant an daouad dre an terouer-se a Greiz-Breizh da anavout pinvidigezh ha nerzh ar muzik a zo ennañ. »

Chomlec’h ar Finnegans : 46 Straed Aristide Briand, 29000 Kemper 

 ***

Ti ar Vro Kemper et le Finnegans vous proposent un rendez-vous, au pub Le Finnegans de Quimper, pour une session de musique et de chants bretons animée par les artistes Armel an Héjer, Malo Carvou et Régis Huiban. Celle-ci est ouverte à tous ceux qui veulent partager avec eux leur plaisir de jouer et de chanter le répertoire breton ! 

Cette session sera suivie d’un petit concert animé par EOR, un nouveau duo composé d’Aël-Anna Mazé à la harpe et de Bleuna Huellou à la bombarde et au chant.

« Qui a dit qu’une bombarde et une harpe ne pouvaient pas sonner à l’unisson ? Bleuna (bombarde et chant) et Aël-Anna (harpe) explorent et mêlent leurs instruments pour vous proposer une balade dans le répertoire musical sauvage du Pays Fisel. Au son de gwerzioù mystérieuses et de thèmes de danse enlevés, le duo vous emmène dans ce terroir du Centre-Bretagne pour découvrir la richesse et la puissance de sa musique. »

Adresse du Finnegans : 46 Rue Aristide Briand, 29000 Quimper