16/02 > 16/02/2025
3 e goude merenn

C'hoariva | Théâtre
Plozeved - Sal Avel-dro.
10 straed Kerfili 29710 PLOZEVED
06 67 06 37 11
yannfulub@neuf.fr
Priz : 13€ / 11 € (liseidi, studierien, tud dilabour, tud ampechet)
Brezhoneg | Breton

MONT A RAIO KUIT

Pezh-c’hoari gant Strollad ar Vro Bagan. Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ.
Skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella.

Pièce de théâtre en breton sur le sujet de la schizophrénie, tirée d’un fait réel. Ecrité et mise en scène par Goulc’han Kervella.

Sonerezh gant Stevan Vincendeau, soner akordeoñs.

Adalek 15 vloaz.