3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous
Galleg | Français
Prezegenn gant Laurence Moal Conférence avec Laurence Moal
« Dukezed : istor ur galloud gant ar vaouez e Breizh »
Laurence Moal a zo pedet gant Ti ar Vro Kemper, doktorez istor a Grennamzer eo honnezh, se da geñver ur brezegenn a zo he anv « Dukezed : istor ur galloud gant ar vaouez e Breizh ».
« Anna Vreizh a zo anavezet gant an holl, met, petra a ouzer diwar-bouez ar 27 dukez araozi ? Laosket keit all a-gostez en istor, padal ne oant tamm ebet en adreñv pe evel pried pe evel pennhêrez. Gwir eo e c’halle ar maouezed pignat war an tron e Breizh, pezh ne oa ket er rouantelezh C’hall. »
Ar brezegenn livet kaer-se a vez kaoz enni eus istor ur galloud gant ar vaouez, Adalek 940, a-benn ma oa savet an dugelezh betek 1514 marv an Dukez Anna. Se a zo digarez da vont dre an amzer wechall gant ur sujed tre a hiziv, war plas ar vaouez er gevredigezh hag er politekerezh. Tro a vo ivez d’ober anaoudegezh gant an dukezed-se diouzh ur mod all, en o buhez prevez ha sekret, dre ar mareoù a-bouez en o buhez. Un doare all, petra, da vont donoc’h en istor Breizh…
Laurence Moal, doktorez istor a Grennamzer a zo bet skrivet meur a levr ganti, war Emgann an Alre e 1364, war Ar Gwesklin… He oberenn « Dukezed » a zo bet roet ar priz teul 2022 dezhi gant Akademiezh lennegezh Breizh ha Broioù al Liger.
***
« DUCHESSES : histoire d’un pouvoir au féminin en Bretagne »
Ti ar Vro Kemper invite Laurence Moal, professeure agrégée et docteure en histoire médiévale, pour une conférence intitulée « Duchesses : histoire d’un pouvoir au féminin en Bretagne ».
« Anne de Bretagne est connue de tous, mais que sait-on des 27 duchesses qui l’ont précédée ? Longtemps effacées de l’histoire, elles occupent pourtant le devant de la scène comme épouses ou héritières. En Bretagne, en effet, les femmes peuvent accéder au trône, contrairement au royaume de France. »
Cette conférence, richement illustrée, portera sur l’histoire d’un pouvoir au féminin, de la fondation du duché en 940 à la mort d’Anne de Bretagne en 1514. L’occasion d’explorer le passé avec des questions très actuelles sur la place des femmes dans la société et en politique. L’occasion aussi de découvrir autrement ces duchesses, leur vie privée, leur intimité, les moments marquants de leur existence. Une autre manière de découvrir l’histoire de la Bretagne…
Laurence Moal est l’autrice de plusieurs livres, sur la bataille d’Auray de 1364, sur Du Guesclin… Son ouvrage « Duchesses » a obtenu le prix documentaire 2022 de l’Académie littéraire de Bretagne et des Pays de la Loire.