Ti ar Vro Kemper pe enlinenn | Ti ar Vro Kemper ou en ligne
3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d’an holl | Gratuit et ouvert à tous
Brezhoneg | Breton
« Fentlinenn Noz » : Nozvezh c’hoarioù enlinenn e brezhoneg Soirée jeux en ligne en breton
Kinnig a ra Ti ar Vro Kemper deoc’h un nozvezh c’hoari e brezhoneg un tammig ispisial ! Petra a cheñch ? E Ti ar Vro e vimp met enlinenn e vimp er memes koulz evit c’hoari asambles gant tud all e Breizh a vo e Tiez ar Vro all pe a vo en o zi !
Berr-ha-berr : un nozvezh c’hoari video enlinenn buhezet e brezhoneg gant Tornoz e vo ha plijadur a vo !
Kit ho-unan pe savit ur skipailh gant ho mignoned evit c’hoari asambles.
N’ho po ket ezhomm d’ober war-dro ar munudoù teknikel na da vezañ ur mailh war ar c’hoarioù video. Deuit just gant hoc’h urzhiataer hezoug pe ho pellgomzer e Ti ar Vro Kemper, d’ar Meurzh 11 a viz Meurzh 2025 adalek 8e noz.
C’hoant ho peus da gemer perzh met n’ho peus ket nag eus un urzhiataer hezoug, nag eus ur pellgomzer ganeoc’h ? Kit e darempred gant Ti ar Vro Kemper.
C’hoant ho peus da gemer perzh met un tamm pell eo Ti ar Vro Kemper evidoc’h ? Gallout a rit kemer perzh enlinenn war Twitch ! Lugit da https://www.twitch.tv/tornoz da 8e noz evit kemer perzh.
Ha da betra vo c’hoariet ‘ta ? Prientiñ a ra deoc’h Tornoz un arnodenn eus ar c’hentañ diwarbenn douarnoniezh Breizh gant GeoGuessr ! Da c’houde, plas d’ar c’hrouiñ, gant ur c’hoari tresadenn anvet Skribbl.io (un tammig evel ar Pictionnary met… enlinenn evel-just !).
Darempredoù ha titouroù : Ti ar Vro Kemper, 3 Leurenn Familh Gabaï 29000 Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
***
Ti ar Vro Kemper vous propose une soirée spéciale jeux en ligne en breton.
L’événement se passera à Ti ar Vro Kemper mais aussi dans les autres Ti ar Vro ainsi que chez vous en même temps.
Pour résumer : une soirée jeux en ligne vivante en breton avec Tornoz, plaisir garanti !
Venez seul ou faîtes équipe avec vos amis pour jouer ensemble.
Vous n’avez pas besoin de vous occuper des détails techniques ni d’être compétent en jeux vidéo. Vous n’avez qu’à venir avec votre ordinateur portable ou avec votre téléphone le mardi 11 mars 2025, à 20h, à Ti ar Vro Kemper.
Vous avez envie de venir jouer mais vous n’avez pas d’ordinateur portable ni de téléphone ? Dans ce cas prenez contact avec Ti ar Vro Kemper.
Vous avez envie de jouer mais vous êtes un peu trop loin des Ti ar Vro participants ? Pas de soucis, vous pouvez participer en ligne via Twitch ! Utilisez le lien https://www.twitch.tv/tornoz à 20h pour jouer avec nous.
Et à quoi allons-nous jouer ? D’abord à un jeu de repérage sur la géographie en Bretagne sur GeoGuessr, et après ? Place à la créativité ! Un jeu de dessins appelé Skribbl.io (une sorte de Pictionary… mais en ligne bien-sûr !).
Contact et infos pratiques : Ti ar Vro Kemper, 3 Esplanade Famille Gabaï 29000 Quimper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh