Sonadeg « Gwerz & kan ar vro » ‘vo kinniget d’ar Sul 26 a viz Here e Kemper d’ar re a blij dezho yezh ar vro, kan poblek hengounel, gwerz nevez savet pe kan sakr liesvouezhiek e brezhoneg. Kaset ‘vo gant Axel Perret barzhonegoù a-vremañ skrivet gant Jonas Dagorn (1968-2024) diwar-benn Kemper pe Eusa, martoloded pe menec’h ar vro, kanet war donioù eus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel. Kanet ‘vo gwerzioù hengounel (« Ker Is » pe « An daou goñje »…) gant Karen Tréguier pe sonenoù dastumet anezho e Menezioù Du hag e Bro Poc’her. Ha selaouet ‘vo kantikoù e brezhoneg (« Sant Kaourantin » pe « Da feiz hon tadoù kozh »…) gant Kor sant Kaourantin iliz Kemper renet gant Mark Schutz hag eilet gant ogroù an iliz Itron-Varia Lokmaria.
Titouroù : naesh.poa@laposte.net
***
« Gwerz & kan ar vro »
Chants sacrés de Bretagne d’hier et aujourd’hui, est un voyage entre des chants contemporains de Bretagne en français et des chants anciens populaires ou sacrés en breton. Au programme, des complaintes et chants de Jonas Dagorn (1968-2024) sur les marins crocheteurs, les moines, les mystères de Quimper ou d’Ouessant, interprétés en français sur des mélodies anciennes de Haute et Basse-Bretagne, par Axel Perret. Des gwerzioù traditionnelles en breton en solo a cappella (« Ker Is » sur la ville engloutie, « An daou goñje » sur un drame qui fragilise l’amour fraternel…) par Karen Tréguier. Et des cantiques polyphoniques en breton avec orgue (« Sant Kaourantin » sur le saint patron de Quimper, « Da feiz hon tadoù kozh » hymne spirituel des Bretons…), par le chœur Saint-Corentin de la cathédrale, dirigé par Mark Schutz.