
Michel Toutous, soner brudet mat, aet ar maout gantañ meur a wech e Kampionad ar sonerien e Gourin, a zo pedet gant Ti ar Vro Kemper, evit kinnig deomp ur brezegenn diwar-bouez « Istor ar fest-noz e Breizh Izel adalek ar bloavezhioù 50 ».
« War ar maez e ouie an dud kaout berr amzer diwar-lerc’h al labourioù bras (re ar foenn, an eost, tennañ avaloù-douar…) war leur an tiegezhioù, dañsoù ar c’horn bro a veze dañset warno. Ar boaz-se a oa anezhañ e kreiz Breizh dreist-holl. Ouzh son ar mouezhioù e veze kaset an dañsoù-se gant daou ganer e penn ar jeu d’ober se.
Ar muzik dre venveg a veze anezhañ kentoc’h evit an digarezioù bras : Euredoù, pardonioù ha festoù ar gomun ; binioù ha bombard, ha klarinetenn a-blasoù, an dreujenn-gaol.
E 1954 e savas c’hoant d ‘ur c’helenner yaouank, Loeiz Roparz da reiñ ton da ganerien ha da gonterien e vro c’henidik, Poullaouen ha da re an trowardroioù setu ma reas e soñj da aozañ un abardaevezh evit ar re a zalc’he bev an doareoù a-gozh. Ar soñj kentañ e oa rentañ enor d’ar Brezhoneg, pezh eo, buan a-walc’h e oa bet gwelet e lake ar ganerien-se an dud da zañsal gant o c’han diwar al leurenn.
D’e heul e stagas re all d’ober heñvel evel Georges Le Meur er C’hastell Nevez, Albert Trévidic e Karaez. Hag e Bro Gwened goude ivez, e oa bet roet lañs d’an traoù gant Yvon Palamour, Alan Le Buhé ha re all bet divroet ur mare zo bet alies.
Ar fest-noz a oa deuet par a-walc’h d’ar bal pobl, en ur sal, paeañ da vont tre gant ur sistem son eus ar simplañ, aozet alies gant kevredigezhioù sevenadurel evel ar c’helc’hioù keltiek hag ar bagadoù. »
Ar prezegenner :
Soner brudet, kampion Breizh lies gwech, e koublad gant Yann Le Meur, Georges Botuha pe Daniel Philippe, en ur bagad gant bagad Bleimor, Michel Toutous a zo bet kaset gantañ festoù-noz e-leizh, gant e genseurted ha goude gant BF 15, strollad eus Aochoù an Arvor brudet mat dre e startijenn.
Abaoe 1996 e vez skrivet gantañ ar rubrikenn vuzik er gelaouenn ArMen ha kaset un abadenn war Radio Kreiz Breizh. Ul levr diwar-benn Gilles Servat embannet e 2023 a zo bet skrivet gantañ ivez en embannadurioù Ouest-France. E penn ar strollad barn evit kampionadoù Breizh ar sonerien emañ ivez e Gourin.
***
Ti ar Vro Kemper invite Michel Toutous, grand sonneur breton qui a été primé à maintes reprises au Championnat des sonneurs à Gourin, afin de nous présenter une conférence sur « L’histoire du fest-noz en Basse-Bretagne depuis les années 50 ».
« À la campagne, il était d’usage de se divertir après les grands travaux (foins, moissons, arrachage des pommes de terre…) dans les cours de ferme, où on dansait les danses locales. Cette pratique était en usage surtout dans le centre-Bretagne. Ces danses s’effectuaient au son de la voix, deux chanteurs prenaient l’affaire en main à ces fins.
La musique instrumentale était réservée aux grandes occasions : mariages, pardons et fêtes patronales. Biniou et bombarde, mais également clarinette sous la version locale, la treujenn-gaol.
En 1954, un jeune professeur, Loeiz Roparz, souhaitant mettre à l’honneur les chanteurs et conteurs de sa région natale, Poullaouen et ses alentours, décide d’organiser une après-midi dédiée à ces porteurs de tradition. Le but premier était de mettre en valeur la langue bretonne, mais il est très vite apparu que ces chanteurs, installés sur un podium, amenaient le public à entrer dans la danse.
D’autres le suivirent dans sa démarche, notamment Georges Le Meur à Châteauneuf du Faou, Albert Trévidic à Carhaix. Le pays Vannetais embraya à son tour avec Yvon Palamour, Alan Le Buhé et d’autres souvent issus de l’émigration.
Le fest-noz devenait le pendant du bal populaire, en salle avec entrée payante, et sonorisation sommaire, souvent organisé par des associations culturelles comme les cercles celtiques et les bagadoù. »
Le conférencier :
Sonneur réputé, plusieurs fois champion de Bretagne, en couple avec Yann Le Meur, Georges Botuha ou Daniel Philippe, et en bagad avec le bagad Bleimor, Michel Toutous a animé de nombreux festoù-noz, avec ses compères et plus tard avec BF15, groupe costarmoricain réputé pour son énergie.
Il tient depuis 1996 la rubrique musiques de la revue ArMen et anime une émission sur Radio Kreiz Breizh. Il est également l’auteur d’un livre consacré à Gilles Servat paru en 2023 aux Éditions Ouest-France. Il préside depuis 10 ans le jury des championnats de Bretagne des sonneurs à Gourin.