13/12 > 14/12/2025
A-hed an deiz | Toute la journée

Atalier | Atelier
Ti ar Brug
Ti ar Brug – 44 Rue Paul Borrossi 29000 Quimper
02 98 59 93 26
degemer@yar.bzh
30€ / 20€
Brezhoneg | Breton

Dibenn-sizhun krouiñ e Kemper – 13 & 14 a viz Kerzu

https://yar.bzh/br-fr/

 

🎧 Deuit d’an dibenn-sizhun krouiñ e Kemper – 13 & 14 a viz Kerzu !

Plijout a ra deoc’h kontañ, selaou hag enrollañ ? C’hoant ganeoc’h krouiñ hentoù son pe ur mini-podkast e brezhoneg ?

👉 Deuit’ta d’hon dibenn-sizhun stummadur e Ti ar Brug, Kemper, d’an 13 ha 14 a viz Kerzu 2025 !

Daou zevezh atelier evit deskiñ krouiñ heñtoù son en un doare fentus, hag o kenlabouriñ gant brezhonegerien all, gant skoazell Laors SKAVENNEG, stummour e Media Training, senarioour ha komedian.
Desket e vo ganeoc’h buheziñ istorioù, implij binviji audio ha rannañ ho krouidigezhioù war arload YAR pa vo prest e miz Meurzh.
Lakaat a ran ma anv evit ar stummadur 😃

🔬 Kejadennoù hag eskemmoù
An dibenn-sizhun ‘pad e vo posupl deoc’h eskemm gant skipailh skiantel ar CNRS a zo war sevel YAR, an arload poellgomzer a lako buhez d’hoc’h hentoù son e brezhoneg war ur gartenn etreoberius 🌍.
War al lec’h e vo : Mélanie Jouitteau, Katell Schmitt ha Lena Catalan-Marcos

🎓 War ar roll :
Daou zevezh atelier evit dizoleiñ ar c’hrouiñ dre ar son :
📱 dizoleiñ binviji audio
🎧 enrolladennoù ‘maez ar staj
🎙 labour war ar vouezh hag a stummañ istorioù
💡 krouiñ a-stroll un obererezh son dindan 48 eurvezh

💶 Priz ha titouroù pleustrek
• 30 € an daou zevezh
• 20 € mini-priz (studierien, tud disimplij)
🍴 Pred e-barzh
🏡 Bod war al lec’h posupl
📍 Ti ar Brug – 44 Rue Paul Borrossi, 29000 Quimper
• Tregont den d’ar muiañ

🌍 Raktres YAR
YAR a zo ur raktres enklask renet e Breizh gant ar CNRS, meur a skol-veur, Dastum ha kevredigezhioù breizhat all.
E bal : implij an deknologiezh evit buheziñ ar brezhoneg gant un arload d’an dud da gemer perzh o krouiñ enrolladennoù lakaet en espas war ur gartenn, a vo tu neuze selaou war vale.
An enrolladennoù bet graet ganeoc’h e-pad ar week-end a c’hello kavout bod en arload ma faot deoc’h !

Muioc’h a ditouroù war : www.yar.bzh
📩 Darempred : degemer@yar.bzh
Mall warnomp selaou hoc’h oberennoù son 🎧

Skipailh YAR & Breizh Niverel

***

Vous aimez raconter, écouter ou enregistrer ? Vous avez envie de créer un parcours sonore ou un mini-podcast en breton ?

👉 Rejoignez notre week-end de formation à Ti ar Brug, Quimper, les 13 et 14 décembre 2025 !
Deux jours pour découvrir la création sonore de manière ludique et collaborative, avec Laors Skavenneg, formateur Media Training scénariste et comédien.
Vous apprendrez à donner vie à vos récits, à manier les outils audio, et à partager vos créations sur l’application YAR dès son lancement en mars 🌍.
Je m’inscris au week-end formation 😃

🔬 Rencontres et échanges
Tout au long du week-end, vous pourrez échanger avec l’équipe scientifique du CNRS qui construit YAR, l’application smartphone permettant de faire vivre vos parcours sonores en breton sur une carte interactive 🌍.
Seront présentes : Mélanie Jouitteau, Katell Schmitt et Lena Catalan-Marcos

🎓 Au programme :
Deux jours d’ateliers pour découvrir la création sonore :
📱 initiation aux outils audio
🎧 enregistrements sur le terrain
🎙 travail sur la voix et la narration
💡 réalisation collective d’une œuvre sonore en 48h

💶 Tarifs et infos pratiques
• 30 € les 2 jours
• 20 € tarif réduit (étudiants, demandeurs d’emploi)
🍴 Repas inclus
🏡 Hébergement possible
📍 Ti ar Brug – 44 Rue Paul Borrossi, 29000 Quimper
• Capacité limitée à 30 personnes

🌍 Le projet YAR
YAR est une recherche pilote menée en Bretagne par le CNRS, des universités, Dastum et plusieurs associations bretonnes.
Son but : utiliser la technologie pour faire vivre la langue bretonne à travers une application mobile participative de création et d’écoute de contenus mis en espace.
Les enregistrements produits pendant le week-end pourront rejoindre cette future application !

Plus d’informations sur : www.yar.bzh
📩 Contact : degemer@yar.bzh
Dans l’impatience d’entendre vos créations 🎧

L’équipe YAR & Bretagne Numérique