Dont a ra ar c’hanerezed eus Breizh a-bezh, eus Brest da Naoned. An darn vrasañ anezho a gan dija e lazoù-kanañ breton all, re gemmesk.
Tra ma vez al lazoù-kanañ paotred o kreskiñ dre holl, ez eo ral ar c’horoù merc’hed. Koulskoude, ez eus ur roll dedennus a ganaouennoù d’ ober gantañ.
Hengounel ha modern eo ar repertorioù a ginnigont, gant sonaozennoù nevez ha kendonioù kempennet diwar kanaouennoù a-gozh. Ennañ e kaver gwerzioù, tonioù bale, sonioù kan-ha-diskan ha kantikoù , sonioù da luskellat ha da zañsal, kanaouennoù labour—e berr gomzoù, an holl re a c’haller kavout, a vez tennet gounid anezho gant Axel Landeau rener al laz-kanañ.
Evit lakaat e ganaouennoù da vezañ klevet e krogo Luskenn da gas sonadegoù e 2026.
Ar pleustradegoù a vez da Sul, ur wech ar miz e Kemper e sal liesimplij ar gevredigezh Ti ar Vro Kemper (3 Esplanadenn Famille Gabaï, 29000 Kemper).
Les chanteuses viennent de tout le territoire, depuis Brest jusqu’à Nantes. La plupart chantent déjà dans d’autres chœurs bretons, mixtes.Alors que les chœurs d’hommes se multiplient partout, les chœurs de femmes sont rares. Il y a là pourtant un répertoire intéressant à rechercher.
Le répertoire abordé est à la fois traditionnel et moderne, avec des compositions nouvelles et des harmonisations adaptées de chansons traditionnelles. On peut y trouver des gwerzioù et des marches, des chants à répondre et des cantiques, des berceuses et des danses, des chants de travail, bref, tout l’éventail des chants possibles qui est exploré avec le chef de chœur Axel Landeau.
Afin de valoriser le répertoire travaillé, Luskenn proposera des concerts dès 2026.