21/03


Kreizenn sevenadurel an Athena | Centre culturel l'Athéna
Centre culturel L’Athéna
Route de Croas Spern
29500 Ergué-Gabéric
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous
Brezhoneg ha galleg | Breton et français

Kan ar Bobl Bro Gerne 2026

 

Er bloaz-mañ eo aozet Kan ar Bobl e terouer Kerne Izel gant Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras. D’ar Sadorn 21 a viz Meurzh 2026 e vo kaset e sal An Athena en Erge-Vras.

Ur c’honkour kan e Brezhoneg, muzik ha sevenadur eus ar vro, aozet er pemp korn eus Breizh hag e lec’h all zoken eo Kan ar Bobl. Hennezh a zo e gefridi reiñ tu d’an holl sonerien, kanerien ha konterien da ziskouez o ampartiz hag o c’hoant da gemer perzh e buhez sevenadur ar vro. Anavezet eo ouzhpenn evit bezañ ur mare plijadurus kenetrezomp hag evit lakat war-wel, pinvidigezh bras divent danvez Breizh e-keñver muzik ha lennegezh dre gomz.

Ar re a gemero perzh a c’hallo lakaat o anv er rummadoù-mañ :

  • Binvioù a-hiniennoù   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Daouad   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Kan a-boz   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Kan eilet   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Kontadennoù   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Krouidigezh   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)
  • Kan da zañsal   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)
  • Strolladoù sonerezh   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)
  • Skolioù   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)

Kavout a reoc’h ar follenn enskrivañ ha reolennaoueg ar genstrivadeg amañ dindan.

 

Programm klok :

  • 1e30 > 4e30 : kenstrivadeg gant ar rummad « Skolioù » e-barzh sal vras an Athena (evit an holl – frank da vont tre)
  • Goude kreisteiz : abadennoù evit dizoloiñ sevenadur Breizh + peadra da zebriñ ha da evañ e salioù an Athena (evit an holl – frank da vont tre)
  • Adalek 3e45 : degemer ar berzhidi evit ar rummadoù « Binvioù a-hiniennoù » + « Daouad » + « Kan a-boz » + « Kan eilet » + « Kontadennoù » + « Krouidigezh » + « Kan da zañsal » + « Strolladoù sonerezh » e-barzh sal degemer an Athena + war al lec’h evit lakaat ec’h/hec’h anv
  • 4e30 : embann kentañ a zisoc’hoù eus ar rummad « Skolioù » (kelc’hiadoù 2, 3 ha 4) e-barzh sal vras an Athena (evit an holl – frank da vont tre)
  • 4e45 > 5e45 : kenstrivadeg gant ar rummadoù « Binvioù a-hiniennoù » + « Daouad » + « Kan a-boz » + « Kan eilet » + « Kontadennoù » e-barzh sal vras an Athena (evit an holl – frank da vont tre)
  • 5e30 > 8e30 : festig-deiz ar vugale kaset gant Gwennili + kenstrivadeg gant ar rummadoù « Krouidigezh » + « Kan da zañsal » + « Strolladoù sonerezh » + eil embann disoc’hoù eus ar rummad « Skolioù » (kelc’hiad 1) e-barzh sal vras an Athena (evit an holl – priz frank)
  • Adalek 8e30 : disoc’hoù evit ar rummadoù all eus Kan ar Bobl Bro Gerne 2026 (hep ar rummad « Skolioù ») e-barzh sal vras an Athena (evit an holl)

Titouroù pleustrek : Boued hag evajoù a vo kinniget war al lec’h

Lec’h : Kreizenn sevenadurel An Athena (Hent Kroaz Spern 29500 An Erge-Vras)

Ma c’hoantait lakaat ho anv kit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

 ***

Cette année Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras organisent le Kan ar Bobl (« Le chant du peuple ») dans le territoire du sud de la Cornouaille. Ce dernier se tiendra le samedi 21 mars 2026 à la salle L’Athéna d’Ergué-Gabéric.

Le Kan ar Bobl est un concours de chant breton, de musique bretonne et de culture bretonne qui se déroule dans les cinq coins de Bretagne et même ailleurs. Ce dernier a pour objectif de permettre à tous les musiciens, chanteurs et conteurs de faire reconnaître leur talent et leur envie de participer à la vie culturelle bretonne. Il est aussi reconnu pour être un moment de convivialité et pour valoriser l’immense richesse du patrimoine oral et musical de Bretagne.

Les participants pourront ainsi s’inscrire dans les catégories suivantes :

  • Instruments solo (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Duos   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Chant à écouter   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Chant accompagné   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Contes   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Création   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)
  • Chant à danser   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)
  • Groupes musicaux   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)
  • Scolaires   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)

Vous trouverez la fiche d’inscription et le règlement du concours ci-dessous.

Programme détaillé :

  • 13h30 > 16h30 : concours de la catégorie « Scolaires » dans la grande salle de l’Athéna (tout public – entrée libre)
  • Durant l’après-midi : ateliers de découverte de la culture bretonne + petite restauration et bar dans les différentes salles de l’Athéna (tout public – entrée libre)
  • A partir de 15h45 : accueil des participants pour les catégories « Instruments solo » + « Duos » + « Chant à écouter » + « Chant accompagné » + « Contes » + « Création » + « Chant à danser » + « Groupes musicaux » dans le hall d’entrée de l’Athéna + inscriptions sur place
  • 16h30 : première partie de l’annonce des résultats de la catégorie « Scolaires » (cycles 2, 3 et 4) dans la grande salle de l’Athéna (tout public – entrée libre)
  • 16h45 > 17h45 : concours des catégories « Instruments solo » + « Duos » + « Chant à écouter » + « Chant accompagné » + « Contes » dans la grande salle de l’Athéna (tout public – entrée libre)
  • 17h30 > 20h30 : festig-deiz ar vugale (bal breton pour les enfants) animé par Gwennili + concours des catégories « Création » + « Chant à danser » + « Groupes musicaux » + seconde partie de l’annonce des résultats de la catégorie « Scolaires » (cycle 1) dans la grande salle de l’Athéna (tout public – prix libre)
  • A partir de 20h30 : annonce des résultats des autres catégories du Kan ar Bobl Bro Gerne 2026 (hors catégorie « Scolaires ») dans la grande salle de l’Athéna (tout public)

Infos pratiques : Petite restauration et buvette sur place

Lieu : Centre culturel L’Athéna (Route de Croas Spern 29500 Ergué-Gabéric)

Si vous souhaitez vous inscrire veuillez prendre contact avec Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

Crédit photo : Kan Ar Bobl