Roudour : Stummadur 3 miz barrekaat war ar brezhoneg
Roudour a ginnigo ur stummadur 3 miz barrekaat a-benn miz Meurzh 2026. Digor eo ar stummadur-se d’an dud o deus tizhet ul live B1 e brezhoneg hag o dije c’hoant gwellaat o live brezhoneg ha tapout fiziañs dre gomz. Gallout a rit skignañ an titouroù-se en ho rouedad?
Lakaat a ran ar skritell ha stummoù all anezhi e pezh-stag ivez.
Ur stummadur 3 miz Barrekaat war ar brezhoneg a grogo e fin miz Meurzh e kreizennoù stummañ Roudour :
🎯 Ar palioù : Kaout ur c’homz flouroc’h, bezañ barrek d’ober gant ar brezhoneg en un en-dro micherel ha pinvidikaat ho prezhoneg.
👥 Evit piv? An dud o deus tizhet ul live B1 gant ur stummadur 6 miz pe mod all.
📅 Deiziadoù : eus an 23/03/26 betek an 23/06/26
📍 Pelec’h? E Lannuon, Lesneven, Karaez, Kemper, Pleiben ha Pondi.
Ur webiner a vo kinniget d’ar Merc’her 28 a viz Genver da 5e30 evit reiñ an holl ditouroù deoc’h ha respont d’ho koulennoù. Gallout a rit lakaat hoc’h anv evit heuliañ anezhañ gant ar furmskrid-mañ.
***
Une formation de 3 mois de perfectionnement au breton commencera à la fin du mois de mars dans les centres de formation de Roudour :
🎯 Objectifs : développer son aisance à l’oral, être capable d’utiliser le breton en contexte professionnel et enrichir ses connaissances de la langue.
👥 La formation s’adresse aux personnes ayant atteint un niveau B1 grâce à une formation de 6 mois ou par un autre moyen.
📅 Dates : du 23/03/26 au 23/06/26
📍 Où? à Lannion, Lesneven, Carhaix, Quimper, Pleyben et Pontivy.
Afin de vous donner toutes les informations et de répondre à vos questions, nous animerons un webinaire le mercredi 28 janvier à 17h30. Vous pouvez vous y inscrire en remplissant ce formulaire.