3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
20€
Brezhoneg | Breton
Staj en em zifenn evit ar maouezed ha boks gall e Brezhoneg Stage d’auto-défense féminine et de boxe française en breton
Ar staj-mañ a zo kinniget d’ar maouezed adalek 16 vloaz. Kaset e vo dre ar soñj degas dezho teknikoù simpl evit en em zifenn, ar re-se a roio tu dezho d’en em dennañ eus plegoù start, dre gomz pe dre gorf.
Ar perzhiadezed a vo desket dezho bezañ mestrez war o zrubuilh, en em ziwall, kas o enebour diouto, bezañ emren muioc’h-mui, hag evel-just tapout fiziañs enno o-unan.
Un nebeud teknikoù respont prim a gaver er boks gall a vo desket ivez (troad/mailh-dorn), kement-se gant c’hoarioù ha degouezhioù pleustret, a-benn diwall gwelloc’h he c’horf.
Rannañ kaoz asambles gant an animatourez a vo graet e penn kentañ ha diwezhañ an abadenn.
Gant Emilie Vigouroux e vo kaset an atalier e brezhoneg, bokserez titlet eo ha bet kampionez Breizh.
Evit an holl, atalier deskardezed rik.
Staj digor d’an holl verc’hed adalek 16 vloaz.
Madelezhus e vo ar jeu kenetrezomp hep barnañ.
Traoù da zegas ganti :
Boutailhad dour
Serviedenn
Dilhad sport
Botoù basket
Dilhad boas pemdez
2 eur hanter e pado ar staj.
***
Ce stage est destiné aux femmes, à partir de 16 ans. L’objectif de ce dernier est de transmettre des techniques simples d’auto-défense qui leur permettront de se sortir de situations difficiles qu’elles soient verbales ou physiques.
Les participantes apprendront à gérer leur stress, à se mettre en sécurité, à repousser leur agresseur, à renforcer leur autonomie et bien entendu à prendre confiance en elles.
Quelques techniques réflexes de la boxe française seront également enseignées (pieds/poings) au travers de jeux et de mises en situation afin de renforcer l’auto-défense physique.
Un temps d’échange sera également proposé en début et fin de séance avec l’animatrice.
Cet atelier sera animé en langue bretonne par Emilie Vigouroux, boxeuse diplômée et ancienne championne de Bretagne.
Pas de niveau prérequis. Atelier débutant.
Stage ouvert à toutes les femmes, à partir de 16 ans.