3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d’an holl | Gratuit et ouvert à tous
Brezhoneg | Breton
Fentlinenn Noz #3 : Nozvezh c’hoarioù enlinenn e brezhoneg Soirée jeux en ligne en breton
Kinnig a ra Ti ar Vro Kemper deoc’h un nozvezh c’hoari e brezhoneg enlinenn !
D’ar yaou 26 a viz Meurzh 2026, da 8 eur noz, da-geñver Mizvezh ar Brezhoneg, hag evit an trede bloavezh da heul, e vo aozet gant Gwen « Tornoz » Meynier, mestr ar c’hoarioù e brezhoneg, un nozvezh c’hoarioù video e brezhoneg, ar « Fentlinenn Noz », e-lec’h ma c’hoario hiniennoù ha skipailhoù eus Breizh a-bezh enlinenn gant « Geoguessr » (ur c’hoari brezhonek diazezet war an douaroniezh) ha « Skribbl.io » (ur seurt Pictionnary).
Hoc’h unan pe gant mignoned, deuit da c’hoari enlinenn e brezhoneg !
An nozvezh-mañ 100 % e brezhonek a zo aes da gemer perzh evit an holl, pa seller ouzh ar c’hoarioù a vez kinniget.
Evit kemer perzh e vo ret deoc’h kaout un urzhiataer pe ur pellgomzer hezoug, ha d’an deiz-se, da 8 eur noz, klikañ war al liamm-mañ : https://www.twitch.tv/tornoz
Ti ar Vro Kemper vous propose une soirée spéciale jeux en ligne en breton !
Le jeudi 26 mars 2026, à 20h, dans le cadre du Mois du Breton, et pour la troisième année consécutive, Gwen « Tornoz » Meynier, roi du gaming e brezhoneg, animera une soirée de jeux vidéo en breton, la « Fentlinenn Noz », où des individuels et des équipes des cinq coins de la Bretagne s’affronteront en ligne sur « Geoguessr » (jeu de repérage sur la géographie en Bretagne) et « Skribbl.io » (sorte de Pictionnary).
Seul, ou en équipe avec vos amis, venez jouer en ligne en breton !
Cette soirée 100% e brezhoneg est accessible à tout.e.s au vu des jeux pratiqués.
Pour participer il vous faudra un ordinateur ou un téléphone portable, et cliquer le jour J, à 20 h, sur ce lien : https://www.twitch.tv/tornoz