Porzh Forest (Forest-Fouesn) | Port La Forêt (La Forêt-Fouesnant)
Porzh Forest (Forest-Fouesn) | Port La Forêt (La Forêt-Fouesnant)
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
4€
Brezhoneg | Breton
Baleadenn natur gant Lulu Balade nature avec Lulu
Deomp war-lerc’h Lucienne Moisan, heñcherez natur, evit dizoloiñ Porzh Forest.
« Un droiadig, mont kuit eus Porzh Forest, porzh bageal brudet e Forest Fouen, evit bale etramek ar pleg-mor hag ar vourc’h ha goude er penn all, tapout ar porzh kozh a zo ennañ bagoù koad pesketa dre lien mod gwechall, sioulik a-barzh redek mor en-dro.
War bord an hent ez eus gwez derv kant vloaz, gwez kelenn, haleg ha bodennoù lann ; war-hed ur metr bennak diouto e kresk betez-mor hag obion ar prajeier sall.
Un alarc’h bennak a vez o risklañ dre gaerik diwar-c’horre an dour, tra ma vez morbiked, kerc’heized, herlegoned bihan ha kefeleien-mor da vat o klask o mañjer dre ar mell bufed boued-se dindan bolz an neñv.
A-benn fin miz Meurzh e vez ar bodennoù hag ar gwez o trouzal gant kanioù ar golvini o klask parat. »
E Brezhoneg e vo kaset an droiad.
Titouroù pleustrek :
Digor d’ar vrezhonegerien
Emgav da 9e3/4 mintin da vont kuit da 10e mintin.
Padelezh : 2 eurvezh
Lec’h emgav : Porzh Forest, Porzh bageal Forest Fouen war ar parklec’h Enezig Skoen
Evit mont : https://maps.app.goo.gl/h14hap7DbnpXyrnAA
Pet kilometr ? : 2 g/km bennak
Bugale adalek 5 bloaz
25 den d’ar muiañ
Da zegas ganeoc’h : dilhad diouzh an amzer (priellek an hent hag ur poulladig dour el lec’h-mañ-lec’h en e hed), botoù : tennis pe heuzoù, lunedoù ma ho peus unan
Evit mont e darempred ganeomp ha mirout e blas : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 |clelia@tiarvro-kemper.bzh
***
Partons à la découverte de Port La Forêt avec la guide nature Lucienne Moisan.
« Petite boucle au départ de Port La Forêt, célèbre Port de plaisance de la Forêt-Fouesnant pour aller vers le fond de l’anse et le bourg et atteindre de l’autre côté l’ancien port où quelques vieux gréements bateaux de pêches en bois attendent paisiblement.
En chemin, chênes séculaires, houx, saules et touffes d’ajonc côtoient à quelques mètres les bettes maritimes et obiones des prés-salés.
Nonchalants, quelques cygnes glissent sur l’eau, alors que les huîtriers pies, hérons cendrés, aigrettes garzette et courlis s’activent à la recherche de nourriture dans ce grand garde-manger à ciel ouvert.
En cette fin du mois de mars, les buissons et les arbres regorgent de chants de passereaux à la recherche de leurs partenaires. »
La balade se fera en breton.
Infos pratiques :
Ouvert aux bretonnants
Rendez-vous à 9h45 pour un départ à 10h
Durée : 2h
Lieu du RDV : Port-La Forêt, Port de plaisance de la Forêt-Fouesnant au parking de l’Ilot Skoen
Accès au parking : https://maps.app.goo.gl/h14hap7DbnpXyrnAA
Kilomètres : environ 2 km
Enfants à partir de 5 ans
25 personnes maximum
A emporter : habits en fonction du temps (parfois boueux et quelques flaques), chaussures : tennis ou bottes, jumelles si vous en avez