* 6e1/2 noz : Film Kneecap + eskemm
« Kneecap, strollad ha triad rap iwerzhonat eus Belfast, a zeu da vezañ e penn ul luskad difenn ar gwirioù evit saveteiñ o yezh-vamm, ar gouezeleg. En tu all d’ar prizioù, ez eo Kneecap ur manifesto : hini ar frankiz hag al loc’h iwerzhonat. Ur film enepkonformour eo. Ha pa sav an tri rapper an dorn, o kanañ o gwerzennoù en iwerzhoneg, e sav a-du ur bobl a-bezh gant e galon. »
Skignet e vo ar film en e yezhoù orin (gouezeleg ha saozneg) gant istitloù e brezhoneg.
Tañva ar film : https://www.youtube.com/watch?v=rqF-H8MpD_s
+
* 9e1/2 noz : Sonadeg Plouz&Foen
Etre rap mod kozh o breudeur ha c’hoarezed bras hag ar stiloú nevezoc’h a selaouont, e krou an daou vignon a-gozh ur son herverk. Pozioú lemm ha teñval, eno fent pe kounar, douget gant ur son pounner ha liesseurt, setu rekipe ur strollad prest da lakaat an dud da hejañ o fenn.
‘’Toutz, Kavalou a zistro barzh ar vro, Lakaat tan vo aes pa vimp e-tal ar mikro ! “
Gant testennoú lemm hag ur sonerezh teñvaloc’h ar wech-mañ, kaset e vez ar selaouer en ur bed melkonius ha du, etre barzhoniezh ha nerzh-buhez. Tonioú Toutz a zoug un nerzh hag ur youl kreñv, ar melodiennoú a chom en divskouarn, hag eklev ar goañv a son.
Pedin ra Plouz&Foen d’un imbroud-spered, gant skeudennoú teñval ur c’hoañvezh digenvez. Hiraezh met ivez spi, pep hini deus an tri zon a vag ur from disheñvel.
Digoret e vo dorioù ar sal da 6 eur noz.
Dizoloit an daouad amañ : https://www.youtube.com/watch?v=IMLui85fYzs
Aozadur : Ti ar Vro Kemper – Dizale – Polarités