Ur friko pemoc’h rostaet ha fest-noz boas « Noz Kalon » a vo aozet gant kevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Ploveilh. A-benn ar Sadorn 8 a viz Eost 2026, adalek 7eur noz e pedomp ac’hanoc’h holl da zont, se e Sal Kerne e Ploveilh, evit un nozvezh fest ha plijadur kenetrezomp !
Pal kentañ an « Noz Kalon » eo reiñ ton da binvidigezh sonerezh ha dañsoù Su Kerne en ur lakaat pevar c’horn-bro arouezel eus Kerne-Izel war wel : ar Vro Vigoudenn, Bro C’hlazig, Bro an Aven, Ar C’hab Sizun.
Un digarez eo da vodañ sonerezed, sonerien, kanerezed ha kanerien vrudet bep bloaz gant Ti ar Vro Kemper !
Pedet e vo war al leurenn ar bloaz-mañ :
DREMMWEL ha Klervi Rivière
Ollu Tad ha Mab
Bévillon / Gorce
Stervinou / Broustal
Startijenn a vo war al leurenn hag er sal !
Un draig da ziwall outañ : en diagent lakait ho anv evit ar pred, mersi bras deoc’h.
Titouroù evit ar predad pemoc’h rostaet :
- Da 7eur noz
- E Sal Kerne eus Ploveilh (Hent Pierre Larhant 29700 Ploveilh)
- Digor-pred + pladad kreiz + dibenn-pred + banne kafe
- 15€/den deuet ha 12€/bugel -12 vloaz
- Mirout e bred a-raok an 30/07/2026 gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
Titouroù evit ar fest-noz :
- Da 9eur noz
- E Sal Kerne eus Ploveilh (Hent Pierre Larhant 29700 Ploveilh)
- Mont e-barzh : 8€
- Digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz
- Parklec’h
- Tavarn war al lec’h
- Posupl eo prenañ e vilhed/vilhedoù en a-raok gant ar vilhederezh enlinenn Helloasso : amañ