
Kevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Lokorn a lak emgav deoc’h a-benn ar sadorn 31 a viz Here 2026 e Lokorn da oueliañ Samhain pe Kala-Goañv, gouel arouez en deiziadur keltiek da ziskouez an tremen eus ar mare hañv sklaerijennus d’an hini goañv teñval. An deiz kentañ eus ar bloavezh kelt eo ivez. A-benn an digarez-se e teuio Bernard Rio da ginnig deoc’h e brezegenn e galleg e-barzh Sal Ti-Lokorn da 10e mintin diwar-bouez « Ar Vretoned hag ar Marv – Lidoù, kredennoù ha gizioù a-gozh ».
« Darempredoù dibar gant ar marv hag ar re varv a zalc’h ar Vretoned, kement-se a zeu da zisoc’h diwar-lerc’h ur studi bras war Breizh en amzer dremen ha diwar un enklask e Breizh hiziv an deiz, renet gant Bernard Rio o tispenn roudoù war enklask Anatol ar Braz en XIX vet kantved. An Ankoù a zo anezhañ ouzhpenn un den a vojenn. Ar c’haser-se, evit an Anaon d’ar bed all, a vefe gwelet al liv anezhañ c’hoazh en XXI vet hervez testenioù tud hep diskred warno. Da vare ar rouedad internet e teu sinoù nevez a varv d’ar Vretoned, diougan mortuaj pe da ziskouez e vez an Anaon tro-war-dro, un asaver bennak o kantren dre an hentoù hag an tier. Er penn pellañ e koadeier ez eus bezioù kollet hag a vez laket profoù warno atav abaoe pell’zo ar bed gant tremenidi dianav ! Peseurt talvoudegezh a vez gant ar fedoù displann-se, ur gwir lid d’an Anaon hag ur gwir gred d’ar bed all anezho ? Petra eo ar mell benniget ? Petra a zo kaoz e vez laket ar serch e tenn-kroaz an iliz ? Pelec’h emañ an ifern yen ? Petra a ro da c’hoût e vez an Anaon tro-dro ? Pelec’h e c’haller gwelet an dañs makabe ? Piv eo treizherien an Anaon ? Petra eo gwezenn an Anaon e Plougastell ? Setu goulennoù a-gement a vo graet respontoù dezho gant Bernard Rio. »
Ar skrivagner :
Eus an Henbont eo genidik Bernard Rio. War ar vicher skrivagner hag hini ar c’hazetenner emañ war an dro. Gant e labourioù war an istor, danvez ar mojennoù, ar relijion hag an danvez sakr eo anavezet, pevar-ugent pezh-labour ha studioù e-leizh a zo bet skrivet gantañ. Ur c’henlabour ingal a gas gant ar c’hazetennoù spesializet (ArMen, Mythologies magazine, Historia, Figaro Hors-série) war danvez an istor hag an hengounioù. Meur a briz lennegezh en deus tapet evel loread !
Un abadenn dedioù sinet a ginnigo deoc’h diwar-lerc’h e brezegenn.
Titouroù da c’hoût : Prezegenn evit netra – e galleg – d’ar sadorn 31 a viz here 2026 – 10e mintin – Sal Ti-Lokorn (9 straed ar Forn 29180 Lokorn)
Evit mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
***
Les associations Ti ar Vro Kemper et Brezhoneg e Lokorn vous donnent rendez-vous, le samedi 31 octobre 2026, à Locronan, afin de célébrer la Samain, fête emblématique du calendrier celtique qui marque le passage de la saison estivale claire à la sombre saison de l’hiver. C’est également le 1er jour du nouvel an celte. À cette occasion, Bernard Rio viendra présenter une conférence en français, à la salle Ti Lokorn de Locronan, à 10h, autour du thème « Les Bretons et la Mort – Rites, croyances et traditions ».
« Les Bretons entretiennent des relations singulières avec la mort et les morts, tel est le constat de la vaste étude dans la Bretagne d’hier et de cette enquête dans la Bretagne d’aujourd’hui, que Bernard Rio a mené sur les pas de celle réalisée au XIXe siècle par Anatole Le Braz. L’Ankou n’est pas seulement un personnage de légende. Ce conducteur des morts dans l’au-delà apparaîtrait toujours au XXIe siècle comme en attestent plusieurs témoins dignes de foi. A l’ère d’internet, les Bretons perçoivent de nouveaux intersignes annonçant les décès ou révélant la présence des Anaon, les âmes errantes qui hantent les chemins et les maisons. Perdues au fond des bois, des tombes immémoriales continuent de recevoir les offrandes de visiteurs anonymes ! Quel sens donner à ces phénomènes mystérieux, révélateurs d’un véritable culte des morts et d’une croyance dans l’autre monde ? Qu’est-ce que le marteau bénit ? Pourquoi dépose-t-on le cercueil du défunt à la croisée du transept dans l’église ? Où se trouve l’enfer froid ? À quoi reconnait-on la présence de l’Anaon ? Où voir la danse macabre ? Qui sont les passeurs d’âmes ? Qu’est-ce que l’arbre des âmes de Plougastel-Daoulas ? Autant de questions auxquelles Bernard Rio apportera des réponses. »
L’auteur :
Bernard Rio est originaire d’Hennebont (56). Il mène une double carrière d’écrivain et de journaliste. Reconnu pour ses travaux sur l’histoire, le légendaire, la religion et le sacré, il est l’auteur de quatre-vingts ouvrages, et de nombreuses études. Il collabore régulièrement avec la presse spécialisée (ArMen, Mythologies magazine, Historia, Figaro Hors-série) dans les domaines de l’histoire et des traditions. Il est lauréat de plusieurs prix littéraires !
Une séance de dédicace sera proposée à l’issue de cette présentation.
Infos pratiques : Conférence gratuite – en français – samedi 31 octobre 2026 – 10h – Salle Ti Lokorn de Locronan (9 rue du Four 29180 Locronan)
Renseignements : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh