Kinnig a ra an arzourez plastisianez Élodie Cariou « Takadoù, linennoù, roudoù ha stummoù war an douar ». Un diskouezadeg engravadurioù gant teknikoù liesseurt (doare du, mokulito, monotip) ha staliadurioù skeudennet ganto gweledvaoù diwar ar maez. Diskouezet eo ar parkeier en un doare arouezus e spas an diskouezadeg. Pedet e vez e-giz-se an arvesterien da vont e-barzh ur gweledva a ya takadoù, linennoù ha dremmwelioù plant d’ober anezhañ.
Da heul an diskouezadeg, e vo kinniget daou atalier gant an arzourez evit ar grennarded ha tud gour, met ivez evit ar vugale dindan 8 bloaz gant bezañs o kerent. – Gouestlet eo an hini kentañ d’an engravadur diwar-benn ar roudoù, ha vo dalc’het d’ar merc’her 18 a viz Du, eus 14 h 30 da 16 h 30. Priz : 30 €, an dafar a zeuio gant an arzourez. – An eil atalier vo gouestlet, d’an tresañ hag ar prierezh, dalc’het d’ar merc’her 9 a viz Kerzu, eus 10 h da 12 h. Priz : 30 €, an dafar a zeuio gant an arzourez. An enskrivadurioù evit ar stajoù vo da vezañ graet war eeun gant Élodie Cariou d’ar chomlec’h elodie.cariou2@orange.fr. Degemeret vo 8 den d’ar muiañ e pep atalier.
Kinnig a raio mod all an arzourez ur weladenn heñchet eus he labour engraverezh d’an 9 a viz Kerzu, eus 2e30 g-m da 4e30 g-m, e Kelenn, 3 straed Vañde, Kemper.
Digor ha digoust eo an diskouezadeg d’an holl, eus la lun d’ar gwener, eus 9e mintin da greisteiz hag eus 1e g-m da 5e g-m. Serret d’an 11 a viz Du.
L’artiste plasticienne Élodie Cariou présente « Parcelles, lignes, empreintes et formes du territoire ». Une exposition de gravures de différentes techniques (manière noire, mokulito, monotype) et des installations représentant des paysages ruraux. Elle transpose symboliquement les champs dans l’espace d’exposition. Le visiteur est ainsi invité à entrer dans un paysage composé de parcelles, de lignes et d’horizons végétaux.
Dans le prolongement de l’exposition, deux ateliers sont proposés par l’artiste aux adolescents et aux adultes, ainsi qu’aux enfants de moins de 8 ans accompagnés de leurs parents. Le premier, consacré à la gravure autour de la question des empreintes, aura lieu mercredi 18 novembre, de 14 h 30 à 16 h 30. Tarif : 30 €, matériel fourni. Un second atelier, consacré au dessin et à la terre, est programmé mercredi 9 décembre, de 10 h à 12 h, au tarif de 30 €, matériel fourni. Les inscriptions aux stages se font auprès d’Élodie Cariou à l’adresse elodie.cariou2@orange.fr. Les ateliers sont limités à 8 personnes maximum.
Par ailleurs, l’artiste proposera une visite guidée de son travail de gravure le 9 décembre, de 14 h 30 à 16 h 30, à Kelenn, 3 rue de la Vendée, Quimper. L’exposition est en accès libre, du lundi au vendredi, de 9 h à 12 h et de 13 h à 17 h. Fermé le 11 novembre.