An arz d’ober muzik ha da grouiñ sonioù gant e c’henoù hag e venveg moueziañ tra ken eo an Human Beatbox pe ar voest lusk den.
Savet e oa ar beatbox er bloavezhioù 70 er Stadoù Unanet hag unan eus pemp troad an Hip Hop eo.
Arzour yaouank a 20 vloaz eo Noah Roudaut, sot a-yaouank-flamm gant ar muzik ha dre berzh an daouad Krismenn hag Alem, mailh war ar c’han ha beatbox, en deus graet anaoudegezh gant an arz-se.
Diouzhtu-kaer eo bet entanet-holl gantañ hag abaoe e vez bemdez ouzh ar stern evit gwellaat e arz, o vont ingal ivez da zarempred gant e genseurted.
A-benn al Lun 16 a viz C’hwevrer 2026 e kinnigo ar brezhoneger yaouank un atalier d’ober anaoudegezh gant ar Beatbox, e brezhoneg, e Ti ar Vro Kemper, desket e vo ennañ, ouzhpenn traoù all, penaos dezrevell sonioù ar batiri gant pleustradeg hag onomatopeennoù. Digor eo hennezh d’ar re yaouank eus 8 da 12 vloaz.
Ur c’huzul bennak evit ober gant ul « loopstation » a roio ivez, « loopstation » pe « looper » pe c’hoazh mekanik d’ober rodelladoù muzik, benveg ret-holl d’ar « veatbokserien ». Un abadennig, 30 munud anezhi, a vo a-benn fin ar staj, digor eo da familhoù ha mignoned ar stajidi, ar re ziwezhañ-se a vo pedet gant an arzour da lammat war al leurenn evit dibunañ ur pennadig asambles gantañ.
Da gas evit ar staj :
Titouroù :
– Deiziad : d’al Lun 16 a viz C’hwevrer 2026
– Lec’h : Ti ar Vro Kemper, 3 Leurenn Familh Gabaï 29000 Kemper
– Oad : 8/12 vloaz
– Eurioù : 2e30 g-m > 5e30 g-m
– Atalier lusket e brezhoneg
– Priz : 15€
– Enskrivadur dre ret (niver rik a blasoù)
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp :
Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
***