Baleadenn natur an diskar-amzer gant Lulu Balade nature automnale avec Lulu
Baleadenn en natur da ziskoachañ braventezioù Stang Luzigou kaset gant Lulu, heñcherez natur brezhonegerez.
Deuit ho-unan pe gant ho familh, da anavezout ur ouenn bennak eus ar gwez a gaver e koadeier Kerne. Pep hini anezho a zo dezho delioù, frouezh, rusk ha un damskeud dibar. Goude-se ne vo ket par deoc’h da ober diforc’h etre gwez faou, kistin, sapin boutin ha meur a hini ouzhpenn… !
Penn da benn troiadig Stang Luzigoù e vo klevet ha anavezet al laboused a gaver ingal e-tro ‘z ahont, se dre o mouezh hag o c’han. En ardremez mil vrav-se serr warnañ e-unan e vo boc’h-ruzig, pokerig-kraoñ ha kazeg-koad…, asambles ganeomp a-hed-da-hed hon tro-vale.
Ur valeadenn gaer, traoù enni e-leizh da welet… !
E Brezhoneg e vo kaset an droiad.
Titouroù pleustrek :
Evit ar vugale adalek 5 bloaz
Lec’h emgav : War parklec’h Koad Stang Luzigoù 29500 An Erge-Vras
Da zegas ganeoc’h : dilhad diouzh an amzer, botoù : tennis pe heuzoù, ur c’hreion gris, lunedoù ma ho peus unan
En em enskrivañ diouzh ret
Evit mont e darempred ganeomp ha mirout e blas : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
***
Balade nature découverte des trésors naturels de Stang Luzigoù accompagnée par Lulu, guide nature bretonnante.
Venez en famille ou seul.e, découvrir quelques espèces d’arbres spécifiques de nos bois Cornouaillais. Les feuilles, fruits, écorces et silhouettes sont propres à chacun d’entre eux. Devenez incollables pour reconnaître hêtres, châtaigniers, sapins pectinés et autres … !
La petite boucle de Stang Luzigoù, nous permettra aussi d’entendre et de reconnaître les cris et chants des oiseaux familiers de ce milieu. Dans ce magnifique paysage fermé, rouge-gorge, sittelle torchepot et pics nous accompagneront pendant toute notre découverte.
Une belle balade riche en découvertes… !
La balade se fera en breton.
Infos pratiques :
Pour les enfants à partir de 5 ans
Lieu de rendez-vous : Sur le parking du Bois de Stang Luzigoù 29500 Ergué-Gabéric