01/03
10e1/4 mintin > 5e1/2 g-m | 10h15 > 17h30

Animañ | Animation Diskouezadeg | Exposition Prezegenn | Conférence
SKED
201 Straed Jean Jaurès
29200 Brest
02 98 80 26 71
degemer@sked.bzh
Digoust | Gratuit
Brezhoneg ha galleg | Breton et français

Digoradur lid 100 vloaz Gwalarn
Inauguration des 100 ans de Gwalarn

 

100 vloaz eo Gwalarn ar bloaz-mañ. Digoradur al lid a vo d’ar 1añ a viz Meurzh e Sked, Brest.

Petra eo Gwalarn ?

Krouet e 1925, ar gelaouenn lennegel Gwalarn he deus renevezet al lennegezh vrezhoneg. Pal skrivagnerien ha skrivagnerezed Gwalarn a oa krouiñ ul lennegezh a live uhel par da lennegezhioù ar broioù all, digoret o deus an hent evit an holl skrivagnerien vrezhonek zo bet abaoe.

 

Kinniget e vo deoc’h dizoloiñ ar pezh en deus degaset Gwalarn d’al lennegezh vrezhonek dre un diskouezadeg krouet gant bodad lenn Ti ar Vro Kemper hag un daol grenn e brezhoneg gant Erwan Hupel, Pierrette Kermoal, Tristan Loarer ha Tudual Huon. Buhezet e vo gant Bernez Rouz !

 

Programm :

  • Diskouezadeg (01/03 – 14h-17h30)

Un diskouezadeg war Gwalarn a zo bet krouet gant bodad lenn Ti ar vro Kemper ha gant skoazell Kevre Breizh war temoù braz Gwalarn (e krouidigezh, levrioù evit ar vugale, troidigezhioù, unvaniezh ar skritur, danevelloù…) . E SKED e vo eus ar 01/03 betek ar 07/03 hag e CRBC eus an 08/03 betek ar 15/03. Ur weladenn heñchet a vo e brezhoneg d’an 11/03 da 5e hag e galleg d’ar 14/03 da 5e.

 

  • Taol grenn (01/03 – 15h-17h30)

D’ar 01/03 da 15e30 e vo kinniget un daol grenn e brezhoneg e SKED. Eskemmet e vo war pouez Gwalarn el lennegezh vrezhonek.

Erwan Hupel, savet en deus un dezenn gantañ diwar-benn Gwalarn e 2010.

Pierrette Kermoal, skrivet he deus levrioù ha studiadennoù war emsav Gwalarn ha Roparz Hemon.

Tristan Loarer, embannet en deus « Gwalarn, premier souffle d’une littérature nationale ».

Tudual Huon, rener Al Liamm, en deus kendalc’het labour Gwalarn.

Lusket ‘vo an eskemm gant Bernez Rouz, merour Gwalarn.

 

  • Emvod Skriv! (01/03 – 10h15-12h30)

Un emvod Skriv! a vo gant Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek d’ar 01/03 da 10e15 e SKED. Eskemmet e vo war al labour treiñ lusket gant Kristian Braz ha komzet e vo diwar program Skriv! evit 2025 lusket gant Fulup Lannuzel.

 

Gwalarn fête ses 100 ans cette année. L’inauguration des 100 ans sera le 1er mars à Sked, Brest.

Qu’est-ce que Gwalarn ?

Fondée en mars 1925, la revue littéraire Gwalarn a renouvelé la littérature bretonne. L’objectif des écrivains de Gwalarn était de créer une littérature d’un niveau équivalent aux littératures des autres pays. Les écrivains de Gwalarn ont ouvert la voie à presque tous les écrivains contemporains en langue bretonne.

Nous vous invitons à découvrir quel est l’apport de Gwalarn à la littérature bretonne à travers une exposition  créée par le groupe de lecture Ti ar Vro Kemper et une table ronde en breton avec Erwan Hupel, Pierrette Kermoal, Tristan Loarer et Tudual Huon. Elle sera animée par Bernez Rouz !

Programme :

  • Exposition (01/03 – 14h-17h30)

Une exposition a été créée sur Gwalarn par le groupe de lecture Ti ar vro Kemper, avec le soutien de Kevre Breizh.  Elle propose une première approche des principaux thèmes de Gwalarn (sa création, livres pour enfants, traductions, l’orthographe, nouvelles…) L’exposition sera à SKED du 01/03 au 07/03 et au CRBC du 08/03 au 15/03. Une visite guidée sera en breton le 11/03 à 17h et en français le 14/03 à 17h.

 

  • Table ronde (01/03 – 15h30-17h30)

Nous proposons une table ronde en breton le 01/03 à 15e30 à Sked pour discuter de l’importance de Gwalarn dans la littérature bretonne.

Erwan Hupel, qui a rédigé une thèse sur Gwalarn en 2010.

Pierrette Kermoal, qui a écrit plusieurs ouvrages et études sur le mouvement Gwalarn et sur Roparz Hemon.

Tristan Loarer,  a récemment publié une étude intitulée « Gwalarn, premier souffle d’une littérature nationale ».

Tudual Huon, directeur du magazine et de la maison d’édition Al Liamm qui a poursuivi le travail de Gwalarn.

L’échange sera animé par Bernez Rouz, gérant de Gwalarn.

 

  • Réunion Skriv! (01/03 – 10h15-12h30)

Le 01/03 à 10h15, participez à une réunion sur SKRIV!, le projet organisée par l’association Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek. Au programme, le travail de traduction animé par Kristian Braz et le projet Skriv! pour l’année 2025 animé par Fulup Lannuzel.