
E 2026 hon eus roet lañs d’ar pempvet kenstrivadeg danevelloù e brezhoneg e Kemper.
Tro-dro d’an dodenn « Ar c’hoad » e oa bet ar pluennoù o tañsal ar bloaz-mañ, ha daou skrid ha tregont disheñvel-mik a oa bet resevet gant Ti ar Vro Kemper. Pinvidigezh ar yezh ha liesseurtegezh an ijin a zo en em gavet en istorioù. Gourc’hemennoù d’an holl o deus kemeret perzh !
Setu an disoc’hoù :
Rummad ar skolidi :
Rampo war ar plas kentañ : “An madig hud” skrivet gant ar skolidi eus Skol Sant Jozef Santez Vari (An Erge-Vras) | Klas Nicolas Fort
Rampo war ar plas kentañ : “Sorserez ar c’hoad” skrivet gant Aziliz Paulet (hiniennel – 7 vloaz – Skol Diwan Kemper Penharz)
Rummad ar skolajidi :
Den ebet en deus kemeret perzh er rummad-se ar bloaz-mañ.
Rummad al liseidi :
Rummad an dud gour :
Laouen tre eo Ti ar Vro Kemper gant ar c’hemer perzh a zo bet ar bloaz-mañ, dreist-holl pand eo bet kaset skridoù a bep korn eus ar vro (departamantoù 29, 56, 22, 35, 94, 53) !
Gourc’hemennoù adarre d’al loreidi ha d’al loreadezed, d’ar berzhidi ha d’ar perzhiadezed ha trugarez vras d’ar strollad-barn evit e labour (Annie Coz-Cosquer, Marivonig Gouerou, Aline Gleoneg, Jorj Abherve-Gwegen, Paskal Hervio ha Gwenael Emelyanoff) !
Amañ dindan e kavoc’h al liamm evit lenn an danevelloù priziet.
Darempredoù ha titouroù : Ti ar Vro Kemper | clelia@tiarvro-kemper.bzh | 02 98 90 70 43
***
En 2026 nous avons organisé la cinquième édition du concours de nouvelles en breton à Quimper.
Cette année, nous avons reçu 32 nouvelles très différentes les unes des autres, traitant du thème « Ar c’hoad », traduit en français par « La forêt / Le bois ». Chacun de ces écrits a ainsi pu mettre en avant la richesse de la langue bretonne et la diversité des idées. Un grand bravo à tous ceux qui y ont pris part !
Voici les résultats :
Catégorie scolaires :
1er prix ex-aequo : “An madig hud” écrit par les élèves de l’École Saint Joseph Sainte Marie (Ergué-Gabéric) | Classe de Nicolas Fort
1er prix ex-aequo : “Sorserez ar c’hoad” écrit par Aziliz Paulet (individuelle – 7 ans – École Diwan Kemper Penharz)
Catégorie collégiens :
Pas de participant.e.s cette année dans cette catégorie.
Catégorie lycéens :
Catégorie adultes :
Nous sommes très heureux d’avoir reçu autant de nouvelles cette année et surtout des textes provenant de toute la Bretagne et d’ailleurs (départements 29, 56, 22, 35, 94, 53) !
Encore toutes nos félicitations aux lauréat.e.s, à tou.te.s les participant.e.s ainsi qu’aux membres du jury pour leur travail (Annie Coz-Cosquer, Marivonig Gouerou, Aline Gleoneg, Jorj Abherve-Gwegen, Pascal Hervio et Gwenael Emelyanoff) !
Vous trouverez ci-dessous le lien pour lire les nouvelles primées.
Contact et infos pratiques : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh