01/04 > 01/04/2025

Concours | Kenstrivadeg

Disoc’hoù : Kenstrivadeg danevelloù e brezhoneg
Résultats du concours de nouvelles en breton

E miz Meurzh hon eus roet lañs d’an trede kenstrivadeg danevelloù e brezhoneg e Kemper.

Tro-dro d’an dodenn « Ar c’hoarioù olimpek » e oa bet ar pluennoù o tañsal, ha c’hwezek skrid disheñvel-mik a oa bet resevet gant Ti ar Vro Kemper. Pinvidigezh ar yezh ha liesseurtegezh an ijin a zo en em gavet en istorioù. Gourc’hemennoù d’an holl o deus kemeret perzh !

Setu an disoc’hoù :

Rummad an dud yaouank :

Aet eo ar maout gant Skol Diwan Kerfeunteun (Kemper) – Klas Gwenole Allain (CM1 / CM2) evit an danevell « Ur plac’h sportourez ? ».

Rummad an dud gour :

An trede priz a zo bet gounezet gant Jean Le Clerc de La Herverie, skrivet gantañ « Balafennoù er stomok ». Evit ar skrid anvet « Un trid d’e galon » eo bet tapet an eil priz gant Cherm ar Bloaz, hag aet eo ar maout gant Paskal Hervio evit « Deomp-ni hon-div ! ».

Laouen eo Ti ar Vro Kemper gant ar c’hemer perzh a zo bet dindan ken berr-amzer, dreist-holl pand eo bet kaset skridoù a bep korn eus ar vro (departamantoù 29, 56, 22, 35, 94) ha memes eus Polonia !

Amañ dindan e kavoc’h al liamm evit lenn an danevelloù priziet.

Darempredoù ha titouroù : Ti ar Vro Kemper | clelia@tiarvro-kemper.bzh | 02 98 90 70 43

***

Au mois de mars, nous avons organisé la troisième édition du concours de nouvelles en breton à Quimper.

Nous avons reçu 16 nouvelles très différentes les unes des autres, traitant du thème « Ar c’hoarioù olimpek », traduit en français par « Les jeux olympiques ». Chacun de ces écrits a ainsi pu mettre en avant la richesse de la langue bretonne et la diversité des idées. Un grand bravo à tous ceux qui y ont pris part !

Voici les résultats :

Catégorie enfants :

Le premier prix a été remporté par l’école Diwan de Kerfeunteun (Quimper) – Classe de Gwenole Allain (CM1 / CM2) pour la nouvelle « Ur plac’h sportourez ? » (Une femme sportive ?).

Catégorie adultes :

Le troisième prix a été remporté par Jean Le Clerc de La Herverie qui a écrit « Balafennoù er stomok » (Des papillons dans les boyaux). Pour la nouvelle « Un trid d’e galon » (Un tressaillement de son cœur), Cherm ar Bloaz a gagné le deuxième prix, et Paskal Hervio a obtenu le premier prix avec « Deomp-ni hon-div ! » (A nous deux !).

Nous sommes très heureux qu’en à peine 2 mois nous ayons reçu autant de nouvelles et surtout des textes provenant de toute la Bretagne et d’ailleurs (départements 29, 56, 22, 35, 94), voire même de Pologne !

Vous trouverez ci-dessous le lien pour lire les nouvelles primées.

Contact et infos pratiques : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh