15/03
6e30 noz | 18h30

Prezegenn | Conférence
Ti ar Vro Kemper
3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous

Kejadenn gant Mélanie Jouitteau
Rencontre-débat avec Mélanie Jouitteau

 

Naouegezh artifisiel :

Ar Brezhoneg e lañser ChatGPT ?

Gant Mélanie Jouitteau, klaskerez er CNRS war skiantoù al lavar

Ne c’hall ket an troerien enlinenn evel Google translate (pe an deskiantoù emgefre a c’haller ober gante evit lavaret un SMS), bezañ implijet e brezhoneg. Daoust d’un nebeud binvioù evel an troer emgefre kaset war-raok gant Ofis publik ar brezhoneg, e vez skoilhoù ouzh boazioù sokial ar brezhoneg, da gentañ penn gant ar re yaouank. An dispac’h boulc’het gant an naoudegezh artifisiel (an NA) a lako an traoù da washaat.

Mélanie Jouitteau, ur yezhourez karget eus an enklaskoù er CNRS, a zo arbennigourez war ar brezhoneg hag an diorren niverel evit ar yezhoù minorelaet. Displeg a raio, en un doare resis ha fetis, peseurt riskloù a c’hall bezañ gant an NA ma chom re vihan hor c’horpoù niverel dieub a wirioù. Pell diouzh un diaweladenn spontus e tiskouezo deomp danvezioù a bep seurt hag a ziskouez e vimp barrek d’ober gant an NA a-benn nebeud.

Diskouez a raio ivez penaos e vez aozet ar rezistañs niverel gant kumuniezh ar skolioù-meur. Ha penaos e c’hall ar vrezhonegerien lakaat war-sav oberoù eeun, darempredoù, digor d’an holl hag evit ar blijadur oc’h ober traoù asambles. Ha ma vefe ar binvioù nevez-se ur chañs dic’hortoz evit ar yezh, ha neket ur bez evitañ.

Kejadenn e brezhoneg kinniget gant Kêr Gemper, Kemper Breizh Izel, e kenlabour gant Ti ar Vro Kemper.

***

Intelligence artificielle :

La langue bretonne au menu de ChatGPT ?

Avec Mélanie Jouitteau, chercheuse au CNRS en sciences du langage

Les traducteurs en ligne fiables, comme Google translate, ou les didacticiels automatiques qui permettent de dicter un sms, ne peuvent être utilisés en breton. Malgré quelques outils comme le traducteur automatique développé par l’Office public de la langue bretonne, les pratiques sociales du breton s’en trouvent restreintes, en premier lieu chez les jeunes. La révolution engagée avec l’Intelligence Artificielle (IA) ne va qu’aggraver ces effets.

Mélanie Jouitteau expliquera précisément et concrètement les dangers que l’IA peut peser sur les langues minoritaires, dont le breton.

Elle montrera également comment la communauté universitaire organise la résistance numérique et comment, concrètement, la communauté parlante peut mettre en place des actes simples, d’échanges, d’ouverture et de joie de partager pour s’assurer que ces nouveaux outils soient bien une chance pour la langue.

Une rencontre-débat en langue bretonne, proposée par la Ville de Quimper, Quimper Bretagne Occidentale, en partenariat avec Ti ar Vro Kemper.