Ti ar Vro Kemper hag ar Finnegans a ginnig deoc’h un emgav sonerezh ha kanaouennoù breizhek, lusket gant an arzourien Armel an Héjer, Malo Carvou ha Régis Huiban, bep gwener kentañ deus ar miz, e tavarn ar Finnegans (Kemper). Digor eo d’an holl re o deus c’hoant seniñ ha kanañ ganto ha kaout plijadur gant sonerezh ar vro !
An abadenn zigor a vo ur sonadeg vihan d’he heul, kaset gant EOR, un daouad nevez hag a zo ennañ Aël-Anna Mazé telennourez ha Bleuna Huellou talabarderez ha kanerez.
« Gant piv eo bet lâret ne c’hall ket bezañ kenson etre ur vombard hag un delenn ? Dre hentoù nevez e ya Bleuna (bombard ha kan) hag Aël-Anna (telenn) ha kendoniet o binvioù dezho e voc’h kaset d’ober anaoudegezh gant o sac’had tonioù gouez a Vro Fisel. Ar re-se a zo gwerzioù marzhus anezho pe temoù dañs lamm d’al laez setu ma yeoc’h asambles gant an daouad dre an terouer-se a Greiz-Breizh da anavout pinvidigezh ha nerzh ar muzik a zo ennañ. »
Chomlec’h ar Finnegans : 46 Straed Aristide Briand, 29000 Kemper