16/03
A-hed an deiz | Toute la journée

Concours | Kenstrivadeg
Kreizenn sevenadurel an Athena | Centre culturel l'Athéna

Centre culturel L’Athéna
Route de Croas Spern
29500 Ergué-Gabéric

Digoust ha digor d'an holl | Gratuit et ouvert à tous

Kan ar Bobl Bro Gerne 2024

Er bloaz-mañ eo aozet Kan ar Bobl e terouer Kerne Izel gant Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper ha Diy Yezh An Erge-Vras. D’ar Sadorn 16 a viz Meurzh 2024 e vo kaset e sal An Athéna en Erge-Vras.

Ur c’honkour kan e Brezhoneg, muzik ha sevenadur eus ar vro, aozet er pevar c’horn eus Breizh hag e lec’h all zoken eo Kan ar Bobl. Hennezh a zo e gefridi reiñ tu d’an holl sonerien, kanerien ha konterien da ziskouez o ampartiz hag o c’hoant da gemer perzh e buhez sevenadur ar vro. Anavezet eo ouzhpenn evit bezañ ur mare plijadurus kenetrezomp hag evit lakat war-wel, pinvidigezh bras divent danvez Breizh e-keñver muzik ha lennegezh dre gomz.

E pep salioù eus kreizenn sevenadurel An Athéna e vo kaset Kan ar Bobl Bro Gerne 2024.

Ar re a gemero perzh a c’hallo lakaat o anv er rummadoù-mañ :
• Binvioù a-hiniennoù   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
• Binvioù a-zaouioù   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
• Kan da selaou   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
• Kan eilet   (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
• Kan da zañsal   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)
• Strolladoù sonerezh   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)
• Skolioù   (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh An Erge-Vras)

Kavout a reoc’h ar folenn enskrivañ amañ dindan.

Ma c’hoantait lakaat ho anv ha/pe kaout reolennaoueg ar genstrivadeg, it da zarempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

 ***

Cette année Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras organisent le Kan ar Bobl (« Le chant du peuple ») dans le territoire du sud de la Cornouaille. Ce dernier se tiendra le samedi 16 mars 2024 à la salle L’Athéna d’Ergué-Gabéric.

Le Kan ar Bobl est un concours de chant breton, de musique bretonne et de culture bretonne qui se déroule dans les cinq coins de Bretagne et même ailleurs. Ce dernier a pour objectif de permettre à tous les musiciens, chanteurs et conteurs de faire reconnaître leur talent et leur envie de participer à la vie culturelle bretonne. Il est aussi reconnu pour être un moment de convivialité et pour valoriser l’immense richesse du patrimoine oral et musical de Bretagne.

Le Kan ar Bobl Bro Gerne 2024 se déroulera cette année dans les différentes salles du centre culturel L’Athéna d’Ergué-Gabéric.

Les participants pourront ainsi s’inscrire dans les catégories suivantes :
• Instruments solo   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
• Duos   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
• Chant à écouter   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
• Chant accompagné   (organisation : Ti ar Vro Kemper)
• Chant à danser   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)
• Groupes musicaux   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)
• Scolaires   (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh An Erge-Vras)

Vous trouverez la fiche d’inscription ci-dessous.

Si vous souhaitez vous inscrire et/ou recevoir le règlement du concours, veuillez prendre contact avec Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh