26/11 > 06/04/2027

Concours | Kenstrivadeg
Ti ar Vro Bro Gemper
3 Leurenn Familh Gabaï 29000 Kemper | 3 Esplanade Famille Gabaï 29000 Quimper
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Digoust | Gratuit
Brezhoneg | Breton

Kenstrivadeg danevelloù e brezhoneg 2027
Concours de nouvelles en breton 2027

 

Dodenn : « Ruz »

 

Lañsañ a ra Ti ar Vro Bro Gemper ar c’hwec’hvet kenstrivadeg danevelloù e brezhoneg. Ti ar Vro Bro Gemper a ginnig ur gejadenn digoust a c’hello kemer perzh enni, skolidi, skolajidi, liseidi hag an dud en oad evit eztaolañ diwar-benn tem « Ruz » (e ster al liv ruz). Ar skrid, 7 500 arouezenn dezhañ d’ar muiañ (evit ar skolidi), 10 000 arouezenn dezhañ d’ar muiañ (evit ar skolajidi hag al liseidi) ha 20 000 arouezenn d’ar muiañ tout (evit an dud gour), a zo da vezañ kaset d’an diwezhatañ d’al Lun 5 a viz Ebrel 2027, a-raok hanternoz, dre bostel, da : clelia@tiarvro-kemper.bzh .

 

Palioù ar genstrivadeg

Fellout a ra da Di ar Vro Bro Gemper lakaat war-wel an hiniennoù hag o mennozhioù war ar bed, en ur vodañ ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed en ul lusk boutin a grouidigezh lennegel. Skrivagnerien ha skrivagnerezed a-gozh pe a-nevez a zo broudet da ziskouez braventez ar yezh er stumm a blij dezho.

 

Roet e vo ar prizioù evit an danevelloù dalc’het d’ar Gwener 28 a viz Mae 2027, e Kemper. Resisaet e vo lec’h an emgav hag eur al lid d’ar berzhidi ha d’ar perzhiadezed diwezhatoc’h.

 

Reolennaoueg ar genstrivadeg a gaver amañ dindan.

 

Darempredoù ha titouroù : Ti ar Vro Bro Gemper | clelia@tiarvro-kemper.bzh | 02 98 90 70 43

 

***

Thème : « Rouge »

 

Ti ar Vro Bro Gemper lance la sixième édition de son concours de nouvelles en langue bretonne. Ainsi, Ti ar Vro Bro Gemper propose une rencontre gratuite et participative, en invitant les élèves des écoles, collèges, lycées et les adultes à s’exprimer autour du thème « Ruz / Rouge » (dans le sens de la couleur rouge). La fiction, de 7 500 signes maximum (pour les écoles), de 10 000 signes maximum (pour les collèges et lycées) et de 20 000 signes maximum (pour les adultes), devra être envoyée au plus tard le lundi 5 avril 2027, avant minuit, par mail, à l’adresse : clelia@tiarvro-kemper.bzh .

 

Les objectifs du concours

Ti ar Vro Bro Gemper désire mettre en lumière les individualités et leur expression sur le monde qui nous entoure, en rassemblant les locuteurs et locutrices dans une dynamique commune de création littéraire.

Il s’agit par-là d’inciter les écrivains et écrivaines en herbe ou confirmé·e·s à mettre en avant la beauté de la langue dans un récit qui ne privilégie aucun genre en particulier, si ce n’est celui qui fait plaisir à écrire.

 

La remise des prix des nouvelles retenues se fera le vendredi 28 mai 2027, à Quimper. Le lieu de rendez-vous et les horaires de cette cérémonie seront communiqués ultérieurement aux participant·e·s.

 

Retrouvez le règlement du concours ci-dessous.

 

Contact et infos pratiques : Ti ar Vro Bro Gemper | clelia@tiarvro-kemper.bzh | 02 98 90 70 43