Ur friko hoc’h kras ha fest-noz boas « Noz Kalon » (gant e 10 vloaz a-benn neuze !) a vo aozet gant kevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Ploveilh. A-benn ar Sadorn 9 a viz Eost 2025, adalek 7e noz e pedomp ac’hanoc’h holl da zont, se e Sal Kerne e Ploveilh, evit un nozvezh fest ha plijadur kenetrezomp !
E-kerzh ar fest-noz e vo graet un « dañs ar butun » mod kozh evit talvoudekaat sonerezh ha dañsoù Kerne Izel. Peder bro a vo lakaet war wel : bro Vigoudenn, bro C’hlazig, bro an Aven ha bro ar C’hab.
Koubladoù sonerien, sonourezed, kanerien ha kanerezed dibar a zo pedet evit seniñ ha kanañ e-pad an nozvezh : Alain Le Clère hag Armel an Hejer, Aël-Anna Mazé ha Clémence Ligen, Jean-Pierre Hélias ha René Gonidec, Stéphane Dufleit ha Fred Gauthier ! Startijenn a vo war al leurenn hag er sal !
Un draig da ziwall outañ : En diagent lakit ho anv evit ar pred, mersi bras deoc’h.
Titouroù evit ar predad hoc’h kras :
- Da 7e noz
- E Sal Kerne eus Ploveilh (Hent Pierre Larhant 29700 Ploveilh)
- Digor-pred + pladad kreiz + dibenn-pred + kafe
- 15€/den deuet ha 12€/bugel -12 vloaz
- Mirout e bred a-raok an 01/08/2025 gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
Titouroù evit ar fest-noz :
- Da 9e noz
- E Sal Kerne eus Ploveilh (Hent Pierre Larhant 29700 Ploveilh)
- Mont e-barzh : 7€
- Digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz
- Parklec’h
- Tavarn war al lec’h