29/10
9e1/2 > 10e1/2 mintin | 9h30 > 10h30

Sinema | Cinéma
Ti ar Vro Kemper
Ti ar Vro Kemper
3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï
29000 Kemper | Quimper
0298907043
clelia@tiarvro-kemper.bzh
Priz diouzh ho c’hoant - Dav eo mirout e blas | | Participation libre - Sur réservation
Brezhoneg | Breton

Sinema e brezhoneg
Cinéma en breton : « Ar valeadenn war valaenn » + « Mab ar Groufalo »

 

Ar Valeadenn war valaenn

« Ur sorserez jentil hag he c’hazh az a da gampiñ war vord ul lenn. Leun a levenez, e fard ar sorserez ur braou hud gant tout ar pezh a gav tro-dro dezhi. Met pa laka kabelloù-touseg ruz e-barzh, e krog ar chaodouron da fotañ kement hag e tarzh ar bouilhoñs. Ha setu dihunet un aerouant gant an trouz… »

Titouroù pleustrek :

  • Padelezh : 26mun
  • Oad : Adalek 2 vloaz
  • Yezh : E brezhoneg, hep istitloù
  • Priz diouzh ho c’hoant, dav eo mirout e blas en a-raok | Participation libre, sur réservation

+

 

Mab ar Groufalo

« En ur vougev e don ar c’hoadoù emañ ar Groufalo o chom gant e vab. Mab ar Groufalo a fellfe dezhañ mont er-maez ha profitañ, met difennet groñs eo dezhañ : teñval-tre eo ar c’hoad hag eno e c’hellfe en em gavout gant al Logodenn Vil Vras !

Un nozvezh, tra ma roc’he ar Groufalo, ez eas mab ar Groufalo, dispont, e-barzh ar c’hoad don, war roudoù al logodenn hollvrudet. »

Titouroù pleustrek :

  • Padelezh : 26mun
  • Oad : Adalek 2 vloaz
  • Yezh : E brezhoneg, hep istitloù
  • Priz diouzh ho c’hoant, dav eo mirout e blas en a-raok | Participation libre, sur réservation

 

Mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

***

Ar Valeadenn war valaenn / La sorcière dans les airs

« Une gentille sorcière et son chat campent près d’un lac. La sorcière concocte joyeusement des potions avec ce qu’elle trouve autour d’elle. Quand elle ajoute des champignons rouges, le chaudron se met à déborder et le bouillon explose. Le bruit réveille alors un dragon qui dormait dans les parages… »

Infos pratiques :

  • Durée : 26mn
  • Âge : A partir de 2 ans
  • Langue : En breton, non sous-titré
  • Participation libre, sur réservation

+

 

Mab ar Groufalo / Le petit Gruffalo

« Son papa l’a averti : en aucun cas, le Petit Gruffalo n’a le droit d’aller se promener seul dans les bois profonds. C’est bien trop dangereux !

Un animal rôde dans les parages… une créature terrifiante, gigantesque, aux yeux cruels et aux moustaches plus dures que l’acier. C’est la Grande Méchante Souris ! »

Infos pratiques :

  • Durée : 26mn
  • Âge : A partir de 2 ans
  • Langue : En breton, non sous-titré
  • Participation libre, sur réservation

 

Contact et réservation : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

Tañva | Bandes-annonces