Sinema | Cinéma Ti ar Vro Kemper 3 Leurenn | Esplanade Famille Gabaï 29000 Kemper | Quimper
Priz diouzh ho c’hoant - Dav eo mirout e blas | Participation libre - Sur réservation
Sinema e brezhoneg Cinéma en breton
Kan ar Mor
O chom gant o zad emañ Glen ha Morgana, e lein un tour-tan war un enezenn vihan. Evit bezañ gwarezet diouzh dañjerioù ar mor int kaset gant o mamm-gozh da chom e kêr. D’ar c’houlz-se e kompren Glen ez eo e c’hoar vihan ur Selkie anezhi, ur voudigenn vor a zo gouest, a-drugarez d’he c’han, da zistrobinellañ ar voudiged hud bet sordet gant Sorserez he zouded. Glen ha Morgana eo dav dezhe talañ ingal ouzh an dañjer ha bezañ mistri war o anken a-hed o beaj estlammus. Rankout a reont stourm ouzh ar Sorserez ha sikour ar voudiged hud evit ma adkavfent o galloudoù.
Titouroù :
Ur film-bevaat sevenet gant Tomm Moore | Iwerzhon-Danmark-Belgia-Luksembourg-Frañs | 2014
Padelezh : 1e33
Adalek 6 vloaz, e brezhoneg, hep istitloù
Priz diouzh ho c’hoant, dav eo mirout e blas en a-raok
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 /clelia@tiarvro-kemper.bzh
***
Kan ar Mor
Ben et Maïna vivent avec leur père tout en haut d’un phare sur une petite île. Pour les protéger des dangers de la mer, leur grand-mère les emmène vivre à la ville. Ben découvre alors que sa petite sœur est une selkie, une fée de la mer dont le chant peut délivrer les êtres magiques du sort que leur a jeté la Sorcière aux hiboux. Au cours d’un fantastique voyage, Ben et Maïna vont devoir affronter peurs et dangers, et combattre la sorcière pour aider les êtres magiques à retrouver leur pouvoir.
Infos pratiques :
Un film d’animation réalisé par Tomm Moore | Irlandais-Danois-Belge-Luxembourgeois-Français | 2014
Durée : 1h33
A partir de 6 ans, en breton, non sous-titré
Participation libre, sur réservation
Réservation et renseignements : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh